Brazil, Ur vro war riklañ
 

Krign-vreinet eo Bro-Vrazil gant ar feulster hag ar goubrenerezh abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Abaoe 2 sizhun eo hejet-dihejet ar vro gant manifestadegoù goude ma vefe bet lazhet ur stourmerez evit gwirioù mab-den, benelourez anezhi , a-enep ar feulster, hag-hi du he c’hroc’hen. Marielle Franco hec’h anv, 38 vloaz anezhi.

 

Marielle Franco

Ganet e oa Marielle Franco e 1979 e Rio de Janeiro. Kresket he doa er “Complexo de Mare”, ur favela pe ur c’harter paour-tre eus Rio de Janeiro. Desachet ma oa gant ar politikerezh e reas studioù war ar velestradurezh publik. E-touez ar re gentañ o profitañ eus ar yalc’hadoù studioù e-keñver tud ar Favelas e oa-hi. E 2006 e teu da vezañ ezel eus ar Partido Socialismo e Liberdade, hag hi da gabaliñ evit Marcelo Freixo. Dilennet e vo hemañ da gannad, e-karg eus difenn gwirioù Mab-den ha re ar geodedourien e stad Rio. Kuzulierez Parlamant e oa-hi en e gichen.
E 2016 e teue Marielle Franco da vezañ kuzulierez-kêr e Rio. E-touez ar re zilennet gant ar muiañ a vouezhioù e oa. Ur gwir arouez a oa deus outi, dre ma oa ur vaouez, du he c’hroc’hen, desavet er favelas, deuet mamm da 18 vloaz, ha c’hoazh embannet sklaer ganti e oa divreviadez. Abaoe un nebeud sizhunioù e teue brasoc’h-brasañ heklev he mouezh dezhi e Brazil.

 

Ar galloud d’an arme
E-kreiz miz C’hwevrer e oa bet divizet gant ar prezidant Michel Temer reiñ muioc’h a c’halloudoù d’an arme, evit ma paouezfe ar feulster er vro ha tro-dro da Rio dreist-holl. Anvet ez eus bet tud eus an arme e penn ministrerezh an Difenn, e penn kuzulierien-veur ar ministr kentañ. Aet eo ar servijoù titouriñ dindan ren an arme, hag ivez ar Funaï zoken – an aozadur e karg eus gwarez an Indianed…
E kêr-Rio eo deuet an traoù da vezañ ken feuls, m’ eo bet anvet ur jeneral e penn an holl nerzhioù polis. Rediet en deus Michel Temer e vefe anvet unan eus an arme da « Sekretour ar Surentez Publik   » e kêr-Rio. Hag aet eo an traoù betek kemm al lezenn evit ma n’o defe ket ar soudarded da respont d’ar justis voutin zoken.
Reiñ kement a c’halloud d’an arme ne oa ket c’hoarvezet e Brazil abaoe 30 vloaz, pa echue an diktatouriezh-arme eno e 1985.

 

Feulster…
Diwar seurt divizoù eo deuet tennoc’h-tennañ ar jeu e karterioù paour Rio, ‘lec’h ma vez un den o vervel bep 10 mn hervez ar statistikoù.
Un nebeud sizhunioù a-raok ma vefe lazhet e oa lakaet war-wel ganti doareoù feuls ar polis a-enep ar poblañsoù du o c’hroc’hen er c’harterioù paour. Ha bras an heklev er vro a-drugarez d’ he c’hont Twitter. D’ar poent-se neuze e oa bet anvet-hi evit kemer perzh er gomision lezenniñ e-karg da ambroug obererezh an arme. O kregiñ gant un enklask war lazhadeg 2 zen yaouank gant ar polis e oa…
A-benn ar fin eo bet drouklazhet. Fuzuilhet eo bet gant 4 zenn 9mm en he fenn, ha n’eo ket bet laeret netra en he c’harr.
Hervez kalzig a dud e Brazil, ar gevredigezh Amnesty International en o zouez, e oa deuet Marielle Franco da vezañ direnkus-kenañ evit nerzhioù an urzh, kement ha ma vefe anat a-walc’h orin an tennoù…
Diouzh an enklask a zo, e ouzer dija e teu ar boledoù eus ur stok bet prenet gant Polis Brazilia e 2006.
Laeret e vefe bet ar stok-se un nebeud bloavezhioù ‘zo hervez nerzhioù an urzh…