Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Un eskemm kaoc’h-ki pe penaos kejañ gant Bob Marley himself

Un eskemm kaoc’h-ki
pe penaos kejañ gant Bob Marley himself  !

Eskemm ti a zo un tammig e-giz foar Sant Mikael. Lakaet vez poltred an ti war ul lec’hienn internet ha gortoz higenniñ unan bennak c’hoant gantañ abuziñ e amzer e Kerne-Izel.
Ar bloaz-se oa deuet ganeomp tud eus al Lengadòc. Lakaet oa bet devezh d’ar sadorn, dezhe d’en em gaout du-mañ ha deomp d’en em gaout du-se.
Sed oa deuet ganeomp ar mennozh fall da chom da labourat betek ar fin da laret eo betek ar gwener d’abardaez.
Tro mare merenn vihan e klevomp kloc’h ar pellgomz skañv o seniñ, an itron Marlet gant he fouezh mouez okitan o lar deomp e oant en em gavet er vro abretoc’h ha c’hoant gante saludiñ ac’hanomp, evit ober tro an ti ganeomp, o soñj edont da vont da gousket en un ostalidi bennak.
Diaes oa d’ober mod all eget pediñ anezhe da goaniañ ha da chom da gousket pa ne oant nemet daou. O bugale oa da zont pelloc’h.

Eveljust, setu ma teu reuz el labour, ha ret eo chom betek penn ha betek dreist penn. Vijemp ket er ger a-raok eizh eur hanter bennak.

Dre voneur e oa ar vugale vras nepell sed ma z’int bet galvet war ar prim da zont war dro an degemer, dezhe da brenañ boued evit an holl. Kinniget oa dezhe prenañ meloñs hag « bouchée à la reine » da dommañ buan e-barzh ar forn.

Degouezhet er gêr, un tammig pres warnomp, an daou eskemmer a oa aze, sichant an tamm anezhe, tommet o c’hlipenn moarvat gant an apero kinniget dezhe gant ar vugale. O sellet ouzh penn ar re mañ e weled diouzhtu e oa deuet ar vegenn eus okitania betek ennomp.
– Bonjour, je suis Cécile et voici mon mari Robert, mais tout le monde l’appelle Bob a-cause du nom de famille bien sur. ..hi, hi, hi !
Ha Bob lorc’h ennañ, blev war e vruched, gwalennoù ouzh e vizied, lunedoù ray-bann du war e fri hag ur « jean » strizh da lakaat war wel e votoù « cow boy » hag e c’hourelezh mediteranean o kontañ deomp pep tra war Bob Marley. An holl bladennoù en doa er gêr, gouest oa da ganañ e ganaouennoù, aet oa da Amerika evit gwelet anezhañ ha me oar …
Ganeomp ne oa nemet Alan Stivell da lakat war an daol, met an den a ouie pep tra dija war hon Alan broadel.
Aet oa ar gaoz war ar boued, gout a ouie pep tra war ar boued mor, pegoulz e oa ar gwellañ mare evit an istr, ar meskled, ar c’hranked silioù. Ur mailh pe kentoc’h ur morzhol e oa war ar pesketañ war an aod ha kentel oa graet deomp war ar mod da gaout chifretez, kranked-saoz, meskled, birinig …
Tanvaet en doa graet ar c’hig ha farz, ar c’houign amann, ar c’hrampouz gwinizh du, klevet en doa eus an eddu, ar chouchenn e oa kazimant e zied pemdeziek.
Ar c’hornioù bravañ da welet ? kudenn ebet, aet e oa e Beg ar raz, e Beg an Dorchenn, e Beg an Oded, e Beg ar Fri, e Beg ar C’havr, e Beg Leger … hag e oa ar pal gantañ lakaat e wreg da gaout ur sell war gement teñzorioù breizh peurbadel. Ar beg bras ne zihane ket anezhañ da valañ komzoù. Ha ne oamp nemet da vare an apero !

Keit ma oamp o klevet kentel, edod oc’h aozañ koan en ti. Deuet oa ma merc’h d’ober sin din da vont di, ha lezel Bob da varvailhat pelloc’h. Evit koan o doa faziet ar vugale : prenet moulloù d’ober ar «  Bouchée à la reine » met ne oa tamm boued ebet e-barzh ! Un tamm enervet e oa an dud er guzun. Sed me da lammat e ti Leclerc da zek eur nemet kart da brenañ un dra bennak da zebriñ.

Echu pred ganeomp tro hanternoz. Div eur kaoz gant Bob Marley a oa e wreg o c’hoarzhin hi hi hi beb taol ma zispake e ouiziegezh. Hag e oa c’hoazh ar valizennoù d’ober.

En em gavet er baradoz er c’hreisteiz burzhudus, e troad al Larzac, sed ma oamp da nav eur noz e ti Bob ha Cécile. Un ti boutin, en ur straed boutin, en ur gêr voutin, en un tamm eus al Lengadòc ne yae ket kreñv al levrioù henchañ touristed warnañ.

Teir bazenn, ul lamm en ti, lodenn ar c’hav, daouzek pazenn uheloc’h, neiz ar familh :
A zehou ar gegin a skoe ouzh un ti all ken boutin all en tu all d’ar straed strizh. Astennet en ur gador lien war ar pondalez e-tal deomp ur vaouez kozh a selle ouzhomp. Er c’hreisteizioù don e vezer o klask aer sin da vare rouz noz. Bemnoz e vo aze o sellet pizh ouzh e amezeien, ouzhomp.
A-gleiz, ar sal gant an daol vras. War an daol ur voutailh gwin eus ar vro ha gwestell gant eoul olivez. Se oa ar prof degemer. Ouzh ar voger poltredoù Bob Marley, Fotoioù ar familh Marlet er Stadoù Unanet war roudoù Bob Marley, Un tee-shirt Bob Marley hag ar c’horn hi-fi gant pladennoù c’hwi oar piv.
A gleiz toud ar gambr, graet a-nevez, propik gant ur c’horn strinkadenn digor tal ar gwele. N’omp ket bet pell o kompren perak.
Er solier e oa kambr ar vugale, ne oa roud ebet eus Bob Marley ouzh ar mogerioù.

Pelec’h mont da gludañ ? En nec’h e rae 40 ° dindan an doenn, e-kreiz 35° hag er c’hav 30°. En traoñ e oa an tele setu renket evit ar verc’h. Ne oa anv da vont d’al laez war nez bezañ poazet ha rostet. Setu ni e kambr Bob ha Cécile.

Gortozet hon eus e-pad an noz un tamm freskijenn en aner. An tu nemetañ d’ober un distan e oa lakaat dour yen da redek setu perak e oa dor zigor gant ar strinkadenn.
Dor zigor, ha prenistri digor oa ret evit chom bev.

Ur sell distruj war ar gwrez muzulier a lakae ac’hanomp da 32° da darzh an deiz ar mare freskañ, da nav eur e oamp gant 35°, da Greisteiz gant 42°. Ne oa ket tu lakaat e fri er-maez, ne oa ket tu ober kousk-aez. Sed e oa ur wezenn dilh e-kreiz ur porzh bihan : an disheol, bravañ ijinadenn an Ao. Doue. Met ne oa tamm aer ebet ha war al leur linennoù merienn ruz oc’h ober o zamm tromeni, en aer gwesped ha sardoned o troidellañ.

Diouzh noz, dre ma oa digor an ti hon eus bet emgannioù kizhier, nijadenoù eskell-groc’henn, zoken ur gaouenn a oa deuet er wezenn dilh da spiañ hor c’hoantoù kousket.

An tu nemetañ hon doa kavet da dreuzvevañ eo c’hoari skrabell etre div venterez a vent vras kavet ganeomp en ti.

Vous avez un pays formidable – a lare deomp Cécile, he doa pellgomzet deomp da c’houzout hag eñ e oamp brav en o zi- : 30 derez, oabl boull, mor klouar, barbecue, apero dindan skeud an dervenn vras, Breizh a oa deut da vezañ paradoz Europa da vare ar pennad gwrez ruz oa bet en hañv 2003. Komite rannvroel an douristelezh a oa savet birvilh er servijoù. Tennet oa bet fotoioù gante ar bloaz-se evit dek vloaz, ha rezon o deus bet rak dibaoe …

Ha ni oa kollet e-kreiz forn al Lengadòc, faezhet gant an tommijenn pounner ha dreist holl hep tu ebet da zistroiñ d’ar ger peogwir e oa Bob ha Cécile war hon neizh.

Setu program ur prantad vakañsoù eus ar c’hentañ lec’h ne oa nemet ur pal klask un tamm aer fresk :
mont war ar menez tostañ 1600m da laret eo 8° nebeutoc’h eget en traoñ 42°-8 = 34°. Teir eurvezh hent da vont ha kement-all da zont war hor c’hiz.
Mont d’ar Mor Kreizdouarek ?: Div eur hent gant gweturioù stok ouzh stok pep lec’h. Tammoù traezhennoù louz ha meinek gant bezhin brein en dour klouar leun a holen.
Mont d’ar zoo bras Sigean ? : brav e oa deomp er c’harr klimatizet, nemet ken tomm e oa, e oa skoachet an holl loened e toulloù, kevioù, disheolioù pell eus an hent lec’h e rankemp chom. Setu hon eus gwelet ur jirafenn a-bell.
Gober un tamm tro er c’hevioù gwin ? : Ober a ra vat spontus evañ gwin dindan an heol sart ha lirzhin.
Pourmen war al Larzac ? Ne oa kañval ebet da dransportiñ ac’hanomp.
Ur poull-dour er stêrioù ? du-hont vez sunet an dour da lakaat ar paour kaezh plantennoù da greskiñ, ar pezh a lak ar poulloù da vezañ ken rouez hag oazis er Sahara. An disterañ poull zo leun a vugale safarus bern war vern.
Sevel hor fri war ar stalioù ? Serret e oant d’an enderv.

Benn ar fin e oa deut brav deomp sellet ouzh tro Bro Frañs war varc’h houarn er c’hav, C’hoari skrabell etre div venterez, pourmen en oto klimatizet ha mont d’ar sinema freskaet e Montpellier. Brav eo deuet ganeomp an hañv-se.

ça s’est bien passé ?
Formidable, on a fait venir tous nos cousins qui crevaient de chaud en Touraine et en Vendée, les enfants ont campé dans le jardin, c’était génial ! Vive la Bretagne !

Ugent den en ti e-pad teir sizhun ! « Genial » e oa ivez ar fakturenn zour !

Setu va zud kaezh un tañvañ eus an eskemm gwashañ a zo troet da wall huñvre, un avañtur da lakaat war gont an amzer ha personelezh dibar an eskemmer. Trizek gwech all hon eus bet tro da eskemm, hep kudenn ebet.

Bernez Rouz

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin