Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

2019 : kan.bzh : La banque de donnée bretonne des chants populaires

Le 27 avril 1919 à Nantes, l’association Dastum(collectage) a rendu hommage à son fondateur et ancien président, Patrick Malrieu. Dastum c’est 70 000 références de chansons collectées à travers toute la Bretagne. Patrick Malrieu a aussi créé kan.bzh consacré aux chansons populaires sur feuilles volantes : Ur roll sonioù  a zo bet savet da vezañ skignet da gentañ dre moulladurioù marc’had-mat. Savet evit bezañ kanet aes hag eñvorennet aes, ul lodenn vat eus ar pezhioù-mañ a zo aet tre an henvoaz poblek (un répertoire a été composé pour être diffusé grâce à des imprimés bon marché. Conçues pour être chantées et bénéficier aussi d’une meilleure mémorisation, nombre de ces pièces sont entrées dans la tradition orale).

Le site compte 6648 chants, dont 86% en breton, essentiellement du XIXème et XXème siècle. Ainsi on trouve des chansons politiques : Buhez Napoleon kentañ, e daolioù kaer, e galonegezh (La vie de Napoléon Ier, ses victoires et son courage)
Votomp atav evit ar Republik (Votons toujours pour la République), Bevet ar Roue (Vive le roi), A enep an torfedour Pierre Laval ha Petain ar marechal fall (Contre le criminel Pierre Laval et Pétain le mauvais maréchal).

Les faits-divers sont aussi très prisés : Ur gwaz troc’het a-dammoù gant e wreg (Un homme coupé en petit morceau par sa femme), Torfedourien vras ha gwerzherien kig tud (De grands bandits qui vendaient de la chair humaine), Gwerz Helena Jegado, evit bezañ  ampoezonet d’an nebeutañ seizh ha daou ugent a dud (La complainte de la Jegado qui a empoisonné au moins 47 personnes), Gwerz ar prezidant Doumer lazhet a daolioù revolver gant ur Rus anvet Gorguloff(Complainte du président Doumer, tué à coups de révolver par un Russe nommé Gorguloff).

Mais là où l’on se régale, c’est dans les chansons satiriques où s’exprime la gouaille populaire : Ar merc’hed o tougen ar vrozh hag ar bragou (Les femmes qui portent la culotte), Petra zo kaoz e vez grignous ar re gozh ? (Pourquoi les vieux sont ils grincheux ? Blev hir met spered berr (Cheveux longs et idées courtes). Le langage cru et fleuri de la langue bretonne trouve ici son terrain de prédilection avec des titres qui en disent long : Son ar bramm graet gant ur brammer(Le son du pet émis par un péteur) ou encore la très lubrique conversation entre un jeune client et une prostituée (Diviz etre ur c’hliant yaouank hag ur riskerez kozh). On ne se lasse pas d’explorer la planète bretonnante !

Pennad orin / Texte original

 Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, bet ez oc'h koant gwechall?
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon kaezh, koantiri ‘zo un dra fall ;
Koulskoude e oan plac'h terrubl, degajet, kroc'hennet kaer,
Va lañchenn distagellet, va lagad lemm ha seder.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, bet ho-peus servijerien ?
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon kaezh, rag n’c'houl ket ar veleien ;
Koulskoude ne oan ket skornet, plijout a rae din Pipi,
Ha pa frote eur plac'h all e santen ‘vel jalouzi.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, teneraet ‘n-eus ho kalon ?
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon ker, rag ar pèch am-oa aon.
Koulskoude eur sulvezh pardon e c'houllas ker brav ouzhin
Reiñ dezhañ un toullad pokoù ma oa ret din asantiñ.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, ‘oant ket pokoù penn-da-benn ?
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon ker, n’avanturis va c'hroc'hen ;
Koulskoude eun nozvezh bennak ma oan o prezeg dezhañ
E prezegas ker brav ivez ken a riskis, a gredan.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, risket ho-peus c’hoazh goude ? 
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon ker, nemed an noz valeüruz-se ;
Koulskoude, ‘vid lavared gwir, alies pa zivunen
E vijen meurbed souezet o kaoud Pipi em barlenn.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, riskañ ‘rafec'h c’hoazh bremañ ?
Ar plac'h
O ! nann, biskoazh, va mignon ker, gwell ‘ve ganin perisañ ;
Koulskoude mar ve ret absolu ober se d’e zoulajiñ,
N’em eus ket asur ar galon da zoned d’e refuziñ.
Ar paotr
Livirit din, moereb Kato, dre an hent-se  ec‘h eer d’an Neñv ?
Ar plac'h
O ! nann, biken, va mignon ker, ne gavfec'h ken reizh hag eñ.
Ar paotr
Ho trugarez, moereb Kato, ho kelenn n'en deo ket fall,
Ha koulskoude ‘vit en em salviñ, me ‘gemero un hent all.

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

ROUEDAD/INTERNET

Kan.bzh
http://www.dastum.bzh/FR/actualites.php

Wikipedia fr : https://fr.wikipedia.org/wiki/Patrick_Malrieu
Wikipedia en : https://en.wikipedia.org/wiki/Patrick_Malrieu
Wikipedia br : https://br.wikipedia.org/wiki/Patrick_Malrieu

Levrlennadurezh / Bibliographie Patrick Malrieu

Qui veut faire l’ange fait la bête : De la « gwerz » bretonne de Yann Girin à la légende hagiographique et au mythe, Skol-veur Roazhon, CRBC, Tir, 2010
La chanson populaire de tradition orale en langue bretonne : contribution à l’établissement d’un catalogue, Skol-veur Roazhon 2 Breizh-Uhel, 1998
Histoire de la chanson populaire bretonne, Dastum-Skol, 1983.