Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

1890 : deiz kentañ a viz Mae, les premiers “premier mai” bretons

Manifester le premier mai est une initiative des syndicats américains à partir de 1886. La deuxième internationale socialiste en 1889 donnera une résonnance mondiale à la revendication de travailler huit heures par jour comme l’évoque le Courrier du Finistère en 1890 : E londrez 150 000 micherour kêr a reas disul un espes prosesion vras dre gêr. Evit petra ? Evit goulenn evel re Bariz an termen a eizh eur labour hebken dre zevezh. Eizh eur labour n’eo ket lazhus ! ( A Londres 150 000 ouvriers ont fait une espèce de procession en ville. Pour quoi ? Pour demander comme ceux de Paris, huit heures de travail seulement par jour. Huit heures, ce n’est pas la mort !).

En Bretagne, les premières manifestations importantes ont lieu à Nantes où les ouvriers font grève et manifestent : Choazet o deus an deiz kentañ a Vae evit ober o c’hlemm hag ec’h en em glevomp holl da chom heb labourat en devezh-se ha da vont a vandennoù bras da ziskouez d’ar gouarnerien ez int drouk-kontant (Ils ont choisi le 1ermai pour se plaindre, et ne pas travailler ce jour-là et ils vont par bandes montrer aux décideurs qu’ils sont mécontents).
Au début du XXème siècle, les syndicats prennent en main ce jour de lutte ouvrière avec pour but d’étendre la journée à tous les travailleurs. En 1909 le journal Ar Bobl (Le Peuple) donne le contenu d’un appel de la CGT : « Fonktionerien, skolaerien a zo pedet d’ober evel o breudeur all a ra labour korf. Evel-se ni a welo hon nerzh, ni a gemero fiañs da c’hortoz an Abardaez vras, ar Grev jeneral, an Dispac’h hag ar Partach eus an traoù » ( Fonctionnaires et instituteurs sont invités à rejoindre leurs frères ouvriers, ainsi nous montrerons notre force et notre volonté de voir le grand soir, la grève générale, la Révolution et le partage de toutes les richesses.). Bien entendu, le journal conservateur les traite de pennoù foll (têtes brûlées).

Il faudra attendre 1919 pour que le Sénat français vote la journée de 8 heures. Pétain décréta le premier mai, « fête du travail ». Une initiative reprise dans la loi de 1947, qui institua le 1ermai comme jour chômé et payé mais ne reprend pas l’appellation de « Fête du travail ».

Il est donc impropre de désigner le premier mai Gouel al Labour (Fête du travail) ou Gouel al labourerien (Fête des travailleurs), même si rien n’interdit de faire la fête !

Pennad orin / Texte original

An deiz kentañ a viz Mae

(Ar bobl 1/05/1909)
Lakaet e skritur a-vremañ

Er bloavezh 1906, daou pe tri devezh a-raok votadeg an deputeed dre holl Frañs, ar Genvreuriezh Vras a zo e penn al Labour he doa soñjet ober eun diskouez eus he nerzh. Evid-se he doa dibabet an deiz kentañ a viz Mae, ha kaset eur c'halvadenn, d'an holl vicherourien evit aliañ anezho d’ober grev jeneral an deiz-se.

- Dihanit da labourat hed an devezh-ze, - emezi -, ha c'hwi a ziskouezo d'ar vourc'hizien pegen bras ‘vo ho kalloud pa garfet, c'hwi a c'houlenno al lezenn: eizh eur labour, eizh eur kousk, eizh eur diduamant,...eizh lur bemdeiz.

Galvadenn Kenvreuriez Vras al Labour a reas eur c'haouad aon d'ar gouarnamant. Mar teuje an holl vicherourien da baouez labourat, a dra-sur e vije reuz ha drailh a beb kostez. Ar gouarnarmant a reas neuze  gourc'hemenn d'ar soudarded ha d'ar jañdarmed da vezañ holl var droad d'an deiz kentañ a Vae bremañ zo tri bloaz !

Mez da c'hras Doue, na oa ket bet nemeur a vec'h. Ar CGT he doa graet muioc'h a drouz evit a ober hag ar manifestasion vras oa bet nemet ur barti plijadur..

Ar menez n'en doa ganet nemet ul logoden, rak an darn vuiañ deuz an ouvrierien a oa bet fur awalc'h da chom heb heuilh pennoù avelet ar Genvreuriezh.

Ar bloaz-mañ adarre a zo bet un tamm trouz bennak gant paotred ar CGT da ober grev d'an deiz kenta . Kaset he deus c’hoazh ur c’halvadenn entanet d’ar c’homiteoù eus ar c’herioù. a viz Mae.

- « An deiz kentañ a viz Mae –emezi- a zo bet dibabet gant al labour evel un devezh sakret a enebiezh enep d’ar waskerezh ha d’ar berc’heniezh. Evit diskouez d’ho mestroù, hoc’h bodet ha kreñv d’en em souten, c’hwi a baouezo dre holl da labourat ar 1 a viz Mae, koulz labour uzin, evel labour chanter, evel labour atalier.
Labourerien ar spered kabestret ivez dindan vestroù, ar fonksionerien, ar skolaerien a zo pedet da ober evel o breudeur all pere a ra labour korf. Evelse, ni a welo hon nerzh, ni a gemero fiañz da c'hortoz an Abardaez bras en pehini e pehini e vo desidet ar grev jeneral, an dispac’h hag ar partach euz an traou ! ».

Setu aze penaos e komz ar pennoù foll hag ambisius a zo o vevañ en o aes e Pariz e penn ar CGT. Ar re-se, Lévy, Merrheim, Yvetot, Bousquet hag all, var zigarez ne labouront ket a-unan gwech ebet hag int paeet memes tra gant arc'hant ar re a zo dindano, ar re-se  a garfe gwelet ar re all o tihanañ labourat, evit  ober plijadur dezho, a zo risket bras da goll pae o devezh ha marteze o flas.

Mes Merrheim n'eo ket nec'het gant ar dra-se ! Hennezh a oar awalc'h n'hell ket an deñved en em ren o-unan hag eo ret dezho kaout mesaerien. An deñved deus o zu a gred int diwallet mat deuz ar bleizi pa ve mesaerien en o fenn. Paour kaezh deñved ! Komprenet ' ta ma na vec'h ket debret gant ar bleiz, ho mesaër ho tebro sur mat, hag ouzhpenn e touzo ho kloan diwarnoc’h ur wech an amzer.

Ar CGT na reio da grediñ da zen e poan a du gant ar vicherourien. Ar pennoù diouti n'o deus ken c'hoant nemet taol ar Republik d'an traoñ evit ober ar "Social"ha bezañ ministred o-unan. Evit en em gaout eno e prezegont ar revolusion,  ar distruj, al laeronsi.

Ar vicherourien fur ne heuilhint ket alioù ken diboell; al labourerien-douar na c'houllont klevet komz deuz hanteriñ ha lodenniñ. Mar be start awalc'h ar c'houarnamant, Levy ha Merrheim a chomo o fri var ar gloued hag an deiz kentañ a viz Mae e-lec'h bezañ un devezh a drubuilh hag a zispac'h, a zalc'ho da vezañ ar pezh eo bet lakaet da vezañ gant ar C'houer hag an Natur: un devez a Renevez, a C'hlazur hag a Garantez !

Fañch

Ar bobl, N°227 1a viz Mae 1909.

Troidigezh / Traduction

Le Premier Mai

(Traduction sur le site)

http://arbobl.free.fr

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

Fañch, An de kenta a viz Maë, in Ar Bobl, N°227, 1 a viz mae 1909

http://mnesys-viewer.archives-finistere.fr/accounts/mnesys_cg29/datas/medias/collections/bibliotheque/presse/4MI027/FRAD029_4MI_027_1909_05_01_001_1909_05_29_004.pdf

Michel (Jean-Yves), Site consacré au journal ar Bobl, http://arbobl.free.fr