Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Lenn, stank, stankenn, ur sell istorel, douaroniel ha yezhoniel

Taolenn

Pennad digoriñ

I. UN EZHOMM SKLAERAAT

  1. Stankenn : étang pe vallée, nag a fazioù !
  2. Lenn, stank, poull, loc’h : Yezh ha douaroniezh.
  3. Lenn ha stank : beb a dachenn sklaer.

II. AR STANKOÙ KENTAÑ

  1. Eus ar gored d’ar pesklenn.
  2. Krouidigezh ar stankoù.
  3. Stank e brezhoneg : ar skouerioù koshañ.
  4. Ar brezhoneg stankenn hag ar c’herneveg stagen.
  5. Ar galleg kozh stanquier /estanquier. 

III. STANK-STANKENN ER STUDIOÙ YEZH LEC’HEL

  1. Stank e Bro Dreger
  2. Stankennoù Bro Gerne
  3. Ar geriadurioù
  4. Ar studioù yezh lec’hel
  5. Ar meskaj l’estang / Le stang.
  6. Stank anv gwan

IV. STANKENN un draonienn resis e dopografiezh

  1. An douarstummadouriezh
  2. Bro ar stankennoù
  3. Stankenn da envel traoniennoù pe tachennoù : kadastr kozh an Erge Vras. 

Pennad klozañ

 

 

 

 

 

 

 

A-viskoazh eo chomet war ma spered al luziadenn etre stank (étang) ha stankenn (vallée).  Tachennoù douar va zud en em lede war gant devezh-arat  ha teir stankenn.

En unan eus ar stankennoù-se e oa ul lenn. Dre ma vez distaget memes-mod stank ha stankenn e oa tu soñjal e oa ur gerentiezh bennak etre an degouezh-se : ur stank pe ul lenn a vez lec’hiet dalc’hmat en ur stankenn e Breizh-Izel !

Neoazh kalz a vrezhonegerien nevez, touellet gant ar ster lakaet en a-raok gant ar geriadurioù, a dro stank gant étang, ha padal e tri c’hard eus Breizh-Izel e talvez traonienn.

Klask a rin pelloc’h degas sklerijenn war ar veskadenn-se o sellet n’eo ket nemetken eus ar yezh met ivez eus an istor ha eus an douaroniezh.

Evit bezañ sklaeroc’h em displegadurioù e rin gant lenn evit lac pe étang ha traonienn evit vallée. Implij a rin ivez STANK evit étang ha STANKenn. evit vallée distaget /stank/. An holl skouerioù istorel a vo lakaet e lizherennoù stouet. 

I.       UN EZHOMM SKLAERAAT

  1. STANKenn : étang pe vallée, nag a fazioù ?

Kemer a rin da skouer, labour -koulskoude a dalvoudegezh- Joseph Cuillandre en doa labouret evit ar Verdeadurezh a Vrezel da dresañ kartennoù Enez Eusa hag Enez Molenez. Renablet en deus en Eusa meur a anv-lec’h gant stank a lak da dalvezout dalc’hmat étang :

Le stancou  (ar stankoù) : les étangs.
Stanmeur (Stank meur) : grand étang.
Stan Laedron (Stank laeron) : étang des voleurs.
Stanqquiniennec (Stank kignenek) : étang ou pousse l’ail (sic).

An displegadenn ziwezhañ–mañ a ziskouez  splann penaos n’eo ket aet pell war e soñj. Dre m’edo ginidik eus Molenez marteze eo dianav krenn dezhañ ar ger stank  (étang) rak implijet vez lenn  eno ha n’eus ket traoniennoù war an enezenn ha pad all ez eus war Eusa.

Kement-se zo kadarnaet nevez-so gant labour  furcherezh Per Pondaven ha Mikael Madeg. Renabliñ a reont 6 stankenn war enez Eusa ha nikun e Molenez. Evite hon eus afer amañ ouzh traoniennoù.

Stang Korz : (An draonienn war-laez « Aod Korz »)
Stang Mojan : (Anat a-walc’h e veze graet stang da genta euz an draonienn en tevenn, ha tamm ha tamm eo deut da veza ivez anv an aod dindan.)
Stang an aod braz, Stang an aod bian, Stang kigneneg, Stang porz an oan.

N’eo ket eveljust traoniennoù bras a gaver en Eusa pa neus nemet stêrioù bihan war an enezenn. Ur skrivagnerez c’hallek a zegas brav deomp pezh eo ur stankenn war Eusa : « Je traverse les stankenn ou chante la source dessous le vert cresson». 

  1. LENN, STANK, POULL, LOC’H : yezh ha douaroniezh

Setu pezh a lavar geriadur An Here :

« Lenn : ledennad dour, dous peurliesañ, douar war he zro, naturel pe grouet dre stankañ un dourredenn. »

« Stank : ledennad dour chag, don pe donoc’h, bihanoc’h eget ul lenn. »

« Poull : ledennad dour chag disall, bras pe vrasoc’h ar gorread anezhi. »

« Loc’h : lenn vihan ma chag an dour, lec’hiet war an aod peurliesañ, dour sall enni. »

An diforc’h pennañ a vez lakaet war gont gorread an dour. Setu perak e kaver er pennadoù a zivout an anvioù-lec’h-se displegadennoù amresis evit kement hini anezho :

« Lenn est d’usage courant pour les lacs ou étangs ». 

« Porz al lenn = port de l’étang ou du lac ; poull = étang, mare ; ar boulen = la flaque d’eau ». 

« Poull s’applique à la mare, à l’étang, au trou d’eau. Nous le traduirons par mare, sachant qu’elle peu avoir des dimensions variables ».

« Lenn = étang, lac, bassin, mare, lavoir.

An hevelep diresisted a lenner er geriadurioù :

« Lenn : estang / stanc : estang / poull : lacune, fosse ou l’eau s’arrête ». (Catholicon)

« Étang : stanc, len ». (Julien Maunoir)

« Lenndoûr, étang, mare, tout amas d’eau grand ou petit ». (Gregor Rostren)

« Poull : étang, lac ; lenn : étang, lac, mare ». (Ar Gonideg)

« Lenn : lac, étang ». (Garnier)

« Lenn : lac, plan d’eau, bassin ». (Favereau)

« Poull : étang, lagune. » (Termofis)

Poent eo sklaeraat da genver skiant an douaroniezh petra dalvez resis, lenn, stank, poull, loc’h. Studiet vez an dra–se gant al limneologourien ha n’int ket a-du etreze evel just. Setu pezh a embann unan eus an arbennikourien vrasañ war an danvez :

Al lenn (Lac) a zo troc’het eus ar mor ha n’eus nemet dour dous o vont enni.

Ar gorread a zo a-bouez met dreist holl an donder. Roiñ a reer 20 metr donder peurliesañ, d’an nebeutañ. Met ar pezh a ra an diforc’h gant ur stank eo ez eus div wiskad zour en ul lenn, unan sklaer hag unan teñval, disheñvel krenn da genver gwrez, sklerijenn hag o feur oksigen.

Ar stank (étang), a zo dour dous enni ivez met n’eo ket ken don (etre 5 ha 10 metr). N’eus kazi red ebet gant an dour rak stanket eo gant ur chaoser. N’eus nemet ur gwiskad dour en ur stank.

Ar poull (mare) a zo bihan (dindan un devezh-arat) ha n’eo ket don. Met naturel eo ha dour glav pe un eien a zegas dour fresk ennañ.

Al loc’h (étang littoral) a zo ur stank e darempred gant ar mor hag a vez leuniet gant dour-sall a dremen dre ur mulgul pe ur rivorenn dindan un erv bili.

Evit kompren ar c’hemmesk a vez kavet e skridoù ar vrezhonegerien etre lenn, poull ha stank, toullomp hentoù nevez gant al lec’h-anvadurezh.

Sellomp ouzh al ledennadennoù dour a vez graet lac e galleg e Breizh hag o zroidigezh e brezhoneg diwar labour an Ofis.

Lac de Bosméléac (Alineg) : Lenn Bosveleag (72 ha).

Lac du Drennec (An Dreneg) : Lenn an Dreneg (110ha).

Lac Saint Michel (Brenniliz) : Lenn Brenniliz (450ha).

Lac de la Roche-Hervé (Merzhelieg) : Lenn ar Roc’h.

Lac des Mottes (Santez Koulm) : Lenn ar Moudennoù.

Lac de Murin (Merzhereg) : Lenn Murin (160 ha).

Lac de Guerlédan (Kreiz Breizh), Lenn Gwerledan (304 ha).

Lac de Grand-Lieu (Bro Naoned) : Al Lenn Veur (65 km2).

Listenn al « lac » e galleg a zo kalz strishoc’h war wikipedia n’eus nemet pevar : Dreneg, Gwerledan, Murin hag al Lenn Veur (Grand-Lieu). Brenniliz zo lakaet dindan an anv « réservoir ».

Ma gemeromp da ziazez labour al limneologour Laurent Touchard, n’eus nemet Al Lenn Veur a c’hell bezañ lakaet e-touez al lennoù, an hini vrasañ er Frañs eo zoken.

Lenn Bosveleag a zo bet savet etre 1830 ha 1842 evit derc’hel uhel live an dour e Kanol Naoned-Brest.

Lenn an Dreneg (1981), Lenn Brenniliz (1936) ha Lenn Gwerledan (1930) zo bet savet nevez ‘zo dre stankañ an traoniennoù, stankoù int. Vallée en deus kinniget an anv « mirlec’h » evit ar re se, ha Martial Menard « mirlenn » evit talvezout réservoir.

Lenn ar Roc’h e Merzhelieg a zo sko eus ur stank anveet « étang du gué aux biches » o daou ken ledan. Nemet eo stag ouzh maner La Briandais, un ostalidi cheuc’h. Gwelloc’h eo d’ar berc’henned ober gant lenn ha n’eo ket gant stank evit sachañ an douristed. 

Lenn ar Moudennoù a zo sko ouzh maner ar Moudennoù : « Le logis des Mottes n’offre rien de remarquable ; mais une pièce d’eau qui lui est contigüe est d’une limpidité admirable. On dit qu’elle fut creusée pour élever les tertres qui existent autour du manoir des Mottes ». N’eo ket ur pezh dour naturel.

Lenn Murin a zo en ur barrez e yeunoù Redon. An dekvedenn eus gorread ar gomun a ya gant stankoù. Aze ivez e reer gant « lenn » peogwir eo chikoc’h eget « stank ».

E gwirionez, n’eus « lac » ebet e Breizh Izel, ne zlefer ober e galleg nemet gant « réservoir pe étang ».

Evit ar brezhoneg e ranker sellout a-dostoc’h. Dre o gorread bras lod a c’hell bezañ tostaet eus ul lenn. Gwelloc’h vije implij Lenn evit ul lenn naturel (Al Lenn Veur) ha Mirlenn evit al lennoù savet diwar stankañ un draonienn. Ar pezh a lak strafuilh -en doare skiantel da welet an traoù- eo ne vez implijet nemet ar ger « lenn » e tri c’hard eus Breizh Izel evit kement gorread dour bras pe bihan. E Bro Dreger lec’h n’eus ket lennoù na virlennoù bras hon eus afer nemet ouzh stankoù.

  1. STANK ha LENN : beb a dachenn sklaer 
  1. An atlas yezhel

Pa seller ouzh atlas Pêr ar Rouz (kartenn 426)  lenn a zo roet evit étang  e 84 % eus al lec’hioù enklask. N’eus nemet e bro Dreger hag un tammig e Kerne-uhel ec’h implijer stank evit « étang ». En e notennoù e lak spishoc’h ez eus bet roet dezhañ ouzhpenn ar ger lenn, ar ger stank pe stankenn e 18 lec’h. Resisaat a ra e talv houmañ « vallée » evit an dud hag a-wechoù « lavoir ».

E diavaez Bro Dreger, n’eus nemet en Enez Sun en deus dastumet ar gêr stankenn, ar pezh zo souezhus. Ar vaouez zo bet goulennataet gantañ a oa ur vaouez e barr he brud, met ne oa ket o chom en enezenn anezhi. Kenwerzhourez er Pont, e oa lec’h e tremene kalz tud d’ar mare-se abalamour d’ar foar mil vrudet met ivez eus ar c’hloerdi. Ret eo gouzout ivez ez eus deuet tud niverus eus kostez Pempoull da chom d’an Enez Sun. Hag-eñ e oa ar vaouez bet kutuilhet he fozioù brezhoneg gant Pêr ar Rouz a orin eus Beo Oueloù ? Ar ger stankenn a zo dianav el lec’hanvadurezh an enezenn. Ha padal lenn a gaver meur a wech : al Lenn-gannañ, Lenn-garn-idok, rue du Lenn, al Lenn.

pastedGraphic.png

Atlas Linguistique Pêr ar Rouz, Kartenn 426 : étang : An disparti etre lenn ha stank.

 

  1. Ar geriadurioù

En henvrezhoneg n’eus roud ebet eus ar ger « stank ». E diellaoueg Orleans (Xved-XIved) kantved, e kejer gant ar ger « lenn » skrivet  lin evit al latin lacuna. Kement-se a lak Joseph Loth da lakaat ar ster « marais », ouzhpenn « étang » . E kerneveg kozh ez eus ur ster kalz strishoc’h gant « lenn » pa gaver pisc lin (vivarium-pesklenn) ha gre-lin (horse-pond / abreuvoir) . An hevelep ger a gaver e kembraeg : llyn hag en iwerzhoneg : linn.

Da vare ar brezhoneg krenn, ar c’hatolikon a lak war wel ar ger stanc, galleg estanc, latin stagnum. Item stagnare. Galleg faire estang, brezhoneg stanquaff.

Evit ar ger lenn e kaver ivez ar ster estang ; uide in stang, quod idem est.

Daou dra a-bouez a zegas deomp Jehan Lagadec en e Gatolikon : henvel ster e lak stank ha lenn o daou o talvezout étang. N’eus ket anv eus lac.

Nebeut a skouerioù a gaver e lennegezh ar brezhoneg krenn gant ar ger stank(étang) :

Mirouer 1575 : 2463. « Digraç ha disaçun, gant fortun en vn stanc ».

Buhez sant Euzen 1623 : p. 98 « GVillerm map da Alan à parros Garlan a Dioces Treguer, oaget á cheuch bloaz pe voar an tro, beuzet é stancq an Porz-meur, ha tenuet à nezy maru ». 

E 1659 evit ar wech kentañ e ra Julian  Maner an diforc’h etre stanc : estanc ha stanquen : valée. Er skridoù brezhonek e kaver ivez ar ster-se gant an doctrinal (1689) p.125 : « En tan soufr, en stanq leun a ansquen à laqua pep den da crena ». An holl geriadurioù a rayo an diforc’h war lerc’h etre stank ha stankenn. Met dre ma vez ket klevet ar sillabenn ziwezhañ Stankenn eo bet kemmesket an daou alies.

Meur a skouer a vez kavet er skridoù eus ar XVIIvet kantved a lak un astenn da dalvoudegezh stank :

Beach Devot (1687) p.71 « Kermelec é c’hoar hena ò tremen war ar stancq eüs ar viuier euit goulenn ou’ch he matez pe é lea’ch e ‘chalse beza »

P.136 : « oc’h huanadi war stanq ar lenn »

P 146 : « vnan ames ar paotret ayoa en é compaignunez à commanças da crial diuar ar stancq »

P 146-147 : «  ô tremen war stancq milin pont reün, á coezas er lenn, ar milin ô mala ».

Renablet en deus Gregoire de Rostrenen ar stêr « écluse ». 

Gwelet vez er pennadoù a us tennet eus ar Beaj Devot penaos e c’hell ar ger stank bezan komprenet e-giz « skluz » met ivez « stankell ». Ar ster-se a vez roet gant Vallée (1931), gant Favereau (1992).

Ar stankoù kentañ

  1. 1) Eus ar gored d’ar pesklenn

Mag eo anat deomp eo stank un amprest diwar ar galleg kozh, klaskomp e wrizioù kement ha gouzout pegoulz eo deuet da gemer e blas e bed ar brezhoneg.

Gant sikour an istorouriezh, al lec’hanvouriezh, an anvadurezh hag ar yezhoniezh e yimp war roudoù ur ger a ziskouez bezañ pinvidik hec’h istor.

Ne gaver ket an anv stank e diellaougoù kozh Breizh. E diellaoueg Redon da skouer e vez graet gant meur a c’her evit ar gorreadoù dour :

  • Lenn : lenguennoc e Ruffiac (F°96), fosc linni ha ad-lin (F°85), runlin (F°91)
  • Loc’h ? : coit louh (f°XX), luhguiinnan
  • Poull : pulbili (F°99), pullgouiduet

Dre daouzek gwech ez eus anv eus piscatura da laret eo goredoù da bakañ pesked er mor pe er sterioù. En ur garta eus 1063 (f° 149) ez eo meneget ur stagnum piscationes. N’eus nemet e parrez Avezeg ez eus meneget e 1063 ur coretloencras (F°149) troet gant Bernard Tanguy « pêcherie du bosquet desséché ». 

D’ar mare-se ar goredoù a oa savet war ar sterioù a oa anveet « écluse » gant menec’h Sant Salver Redon. Met arabat sellet eus ar ger escluse deuet da vezañ skluz e brezhoneg  (1424. Deshayes, Dict. Etym.), gant ar ster en deus bremañ. Er grenn-amzer ar goredoù a oa savet war ribl ar sterioù bras hep stankañ anezhi penn da benn. Savet e oant gant ur chaoser mein, pri-prad ha prenn, ar skluz a stanke an toull evit lezel tremen an dour, ha trapañ ar pesked gant ur c’havell pe gant rouedoù. Ar chaoser hag ar skluz a yae d’ober ar stankell.

Er grenn amzer pellañ e oa ar goredoù war ar sterioù ha sufis e oa da vouetañ ar boblañs. Adalek an trizekved kantved gant an ekonomiezh o vont war-raok eo deuet oadvezh aour ar stankoù.

  1. Krouidigezh ar stankoù

En trizekved kantved gant kresk bras ar boblañs e Breizh e tifraoster ur bern douaroù hag e saver kastilli mein un tamm pep lec’h. Sevel stankoù a oa a-bouez evit pourchas pesked d’an dud o vevañ er maneroù ha er c’hastilli. War an dro o doa an dud jentil ar gwir da sevel goredoù war ar stêrioù. Mestr Kastell Pontkalleg en doa gwirioù war gement dourioù a rede dre e zomani : « Les pescheries dont le dit seigneur a droit, tant dans la riviere de scorff que dans toutes les autres qui passent sur les terres de sa juridiction. » 

Ar wech kentañ ez eus meneget ur stank en istor Breizh eo e Pontkalleg e Bro Wened. Er bloavezh 1291, an duk Yann II a lak sevel ur chaoser a-dreuz un draonienn tre kichen kastell Pontkalleg evit sevel ur stank. Dourioù ar stank-se o deus beuzet ur bern douaroù war barrez Sant-Karadeg-Tregonvael, ha prosez a sav etre beskont an Henbont hag an duk Yann II : « Item dicit contra dictum Comitem, heredem dicti Joannis, quod idem Joannes per se vel suos fecit chausseiam seu aggerem et stagnum quodam vocatum de Pontchaellec rescurrens et inundans in terris et rebus dicti vicecomitis et suorum injuste et in maximum praejudicium ipsius. »

(Breutaat a reas a-enep ar c’hont, pennher Yann, o sevel arguzennoù war ar fed en doa Yann lakaet sevel ur chaoser pe ur savenn-douar hag ur stank e dalc’h Pontkalleg, hag hemañ o lugañ an dourioù a veuze an douaroù hag ar madoù e dalc’h ar beskont hag e dud, oc’h ober gaou bras outo).

Evit azasaat gwirioù an dud jentil ez eus meur a bajenn e Kustum Breizh a denn eus ar stankoù : « Le seigneur de fief peut faire étang en son fief et nuesse, pourvu que la chaussée en soit nouée par les deux bouts en son domaine ; et si le dit seigneur de fief noïe les prés ou terres de ses sujets par le dit étang, il les peut contenter par échange advenant : et ne le peuvent empêcher les dits sujets, pourvu que le dédommagement soit fait aus dits sujets… »

« Il est loisible…faire en son héritage étangs, asseoir bondes, grilles et chaussées, pourvu qu’il n’entreprenne sur le chemin et droit d’autrui » .

A-bouez bras eo d’an uhelidi bezañ perc’henn war ar stankoù. E 1257, e Plouarzhel Breizh-Uhel, e weler an Duk Yann I prenañ « l’étang des grands moulins » bet savet gant menec’h sant Benead, ha kerkent e teu da vezañ « L’étang au duc pe Le Lac au duc ». Perc’henn oa an duked ivez war « L’étang du duc » e Gwened ha « L’étang du duc » e Talbont.

3) Stank e brezhoneg : ar skouerioù koshañ

Lakaet e vez alies anv parrez Laustanc (1160) da vezañ an anv-lec’h koshañ gant ar ger « stank » el lec’hanvadurezh. Laustanc tennet eus Dom Morice a vije ar stumm kozh eus an anv komun Nostang e Bro Wened. Stumm Dom Morice, adkemeret koulskoude gant an holl lec’hanvadurourien o deus pledet gantañ, a zo faos.

François Colin en deus graet ur renabl eus skouerioù karta 1160 a ro deomp listenn madoù Urzh an Ospitalourien e Breizh. N’eo ket ur skrid eus an XIIved kantved a zo ganeomp met meur a gopienn bet adskrivet er pevarzekved kantved. Lakaat a ra war wel eo ur garta faos e zeiziad, met ivez penaos en deus faziet Dom Morice e meur a anv lec’h bet treuzskrivet gantañ. Anatole de Barthélémy en doa lakaet an dra-se war wel dija en XIXved kantved. Displegañ a ra deomp o deus lakaet o c’hrabanoù an Ospitalourien war vadoù an Demplerien e 1312. Lakaet o deus adskrivañ ar garta-se d’ober ur renabl prisius eus o madoù e Breizh evit kadarnaat o ferc’henniezh da genver an Duk nevez anveet Yann III. Ar skouer koshañ eus ar garta-se bet adkopiet meur a wech, a zo bet skrivet e 1312. Adskrivet eo bet diwar ur parch koshoc’h moarvat an hini orin. Warni eo bet skrivet Laustenc. Ar stumm-se a zo a-unan gant ar re all eus ar memes mare : Laustenc 1280, Laustenc 1305, Laustenc 1308, Laustainc 1311, Laustenc 1423. N’eus nemet e 1437 e kaver evit ar wech kentañ ar ger « stank » e plas « stenk » : laustancq. Adalek ar xvived kantved e skrived Naustanc 1516 pe Naustenc 1520, hag adalek an XVIIIved  eo ar stumm Naustang deuet da vezañ hiziv Nostang a veze implijet.

Ret eo klask neuze e dielloù all ar grenn-amzer, anvioù lec’h gant « stank ».

N’eus roud ebet e Diellaoueg Redon, nag e hini Kemperle. E-barzh hini Kemper eo boaz ar skrivagnerien da droiñ e latin an anvioù tud pe an anvioù lec’h :

– Stagno evit stang a vez kavet evit ar wech kentañ e 1285, e-barzh renabl madoù chabistr Kemper : « super compromisso super convencione terre cooperte cum stagno de Kaer Kermus ». Al lec’h se –hiziv kergunus- ‘vez kavet ivez e karta n° 13 dindan ar stumm Kaerkennuz e parrez Tregonk (1086). N’eus ket tu troiñ stagno gant ar ster « étang » amañ, kentoc’h tachenn douar e traonienn Kaerkennus. 

– 1326  Obitus Gormaeloni de Stagno, (Obit de Gourmelon du Stang)».

– 1336 Yvone Stangorsou  /  1337  Yvone Stang Corsov. An anv-se zo da dostaat ouzh Stang Corzou e Gwiler-Kerne (Stang corzou 1659) (Stangquorzou 1683)

– Trizek gwech etre 1352 ha 1381 e kaver sinatur Herveo pe Herveus de Stagno Pavo, (Herve ar Stang Vihan) e traon ur garta. Ur wech nemetken da heul un notenn e traon ar garta 243 e 1335, eo bet skrivet stangno e lec’h stagno. Ur fazi e tle bezañ rak an notenn-se n’eo ket bet skrivet diwar zorn « Herve ar Stank Vihan ».  Memestra e tiskouez ar wech kentañ ur veskadenn latin-brezhoneg stagno/stangno. An anv lec’h-se a zo bet renablet e Konk Kerne (stang bihan 1426) hag e Kemper (stangvihan 1426).

pastedGraphic_1.png

Sinatur h de stagnoparvo. Diellaoueg ilizoù Kemper.

Pelloc’h gant labourioù pizh Per Hollocou ha Jean-Yves Plourin e Bro Kemperle hon eus anvioù familh all :

1426 : tri anv den e Rieg : Eon le Stanc, Guiguen Le Stanc, Thomas le Stanc, da dostaat eus an anv lec’h Le Stang e Kloar-Karnoet. 

1426 : 2 anv den Mahé le Stancguen (Kemperle), Le Stancguen (Molan), da dostaat eus an hevelep anv lec’h e Bannaleg, renablet ivez e 1426.

1496 : Jehanne de Stanghinchant  (Bannaleg), an anv lec’h a gaver e Mêlann (56). 

Evit pezh a sell eus an anvioù lec’h o deus renablet e Bro Gemperle

1426  Le stang (Kloar-Karnoed) 

1426  Stang an dellec (Mellag)

1426  Le stang guen / Le stang du  Bannaleg

1426  Stancuzeel / stang uzel 1473 / stanc uhel 1513.( Bannaleg)

Albert Deshayes en deus renablet eus e du an holl anvioù lec’h gant stank e Penn ar Bed.

Setu ar re eus ar XVved kantved

1426 Le stanger (Karaez)

1426 Stang bihan (Konk Kerne)

1426 Stang Martin (Konk Kerne)

1426 Stang Veur (Kore)

1426 An Stang (Forz-Fouen)

1426 Le Stang (Pluguen)

1426 Stang (Landrevarzeg)

1426 Stang vihan (Kemper)

1448 An stang (Plougoulm)

1454 Stancqueau (An Erge-Vras)

1488 Stang (Landevenneg)

Tenna a reer eus an enklask-se n’eo deuet an anv lec’h stankenn war wel nemet er pevarzekved kantved. Klotañ a ra gant kresk ar boblañs adaleg an daouzekved kantved hag an difrostañ zo bet graet pep lec’h. Diwar al lusk-se eo deuet an anvioù e kêr da vezañ puilh. Diwezhatoc’hik eur kroget ivez da sevel tier war an dinaouennoù a chome difraost betek henn. Ne gaver ket kalz a anvioù gant stankenn  c’hoazh e 1426, ur pemzek bennak nemetken. Met an anv-lec’h stankenn a zo bet roet ingal betek nevez ’zo .

Deuet diwezhat el lec’hanvadurezh, ne gaver ket bernioù anvioù-tud diveret eus stank. E diellaoueg ilizoù Kemper n’eus nemet daou anv den Le Stanc, Le Stang,  ha pelloc’h Stanguennec, Stanquennec, Stanquic.

4) Ar brezhoneg stankenn hag ar c’herneveg stagen

En ur sellout ouzh ar yezhoù keltiek all eo treut ar geusteurenn. Francis Gourvil en doa merzet : « Stanc ou Stang ne se montre guère dans la toponymie des autres pays brittoniques ». Mag eo gwir evit ar c’hembraek, n’eo ket aet pell a-walc’h war e enklask rak ar ger stank zo bet renablet meur a wech er geriadurioù kerneveg eus an XIX vet kantved :

Stank : a dam or bank to stop water

Stanc is celtic cornish for a pool, a pond.

El lec’h anvadurezh e kaver ur menneg nemetken eus ur ger stanc en trizekved kantved (1286): Klemm zo bet savet enep un den « for erecting a stank in Talkarn juxta castel de Botereaus and holding up the water ». (Evit sevel ur stank e Talkarn sko ouzh kastell Botereaus evit derc’hel an dour).

Sklaer eo en deus ar ger kerneveg-se ar ster « chaoser ». Penaos eo en em gavet e Kernev-veur ? Ur wech ouzhpenn eo dre an istor e kaver an diskoulm :

Castel de Boteraus a zo anveet Kastel Boterel e kerneveg. « The family of Boterell or de Botereaus pe Botreaux … was descended from Alan Fergant, Earl of Brittany, who was created Earl of Richmond in England by William the Conqueror for his services at the battle of Hastings ». Ar familh Boterel, deuet da Vreizh Veur gant ar penntiern Norman Gwilhom an Alouber a oa perc’henn war douaroù e Kernev-Veur dibaoe 1131 d’an nebeutañ. E 1368 baroned Botreaux (Boterel zo troet da Botereaus ha Botreaux ha zoken Botrill) zo deuet da vezañ par e Bro Saoz (Peer of England). Kastell Boterel a zo hiziv e komun Boscastle e-kichen Tintagell.

An hini a lakas sevel ur stank e 1286 eo e anv William de Botreaus(1245-1296). Kar eo da Geoffrey Boterel, kont a Gintin (1207-1274) hag e vab Jean 1tañ Boterel, marv e 1293.

Darempredoù stank a oa eus an daou du eus Mor Breizh, pa ouzer e oa perc’hennet prioldi Minster sko ouzh kastell Talkarn gant menec’h Sant Serge en Angers. Ar re mañ o doa pemp prioldi e Breizh ha tri e Kernev veur. 

Darempredoù stank en doa an abati gant kontelezh Penteur rak bez sant Brieg a zo en iliz Saint Serge en Angers. E 1166 ez eus bet graet ur gouel bras evit lakaat war wel relegoù Sant Brieg, dirak Roue Bro Saoz, Duk Breizh hag ur bern uhelidi. E 1210 lod eus ar relegoù zo distroet da Sant Brieg ha degemeret war an ton bras gant Alan Kentañ kont Penteur, Treger ha Goelo, a oa Tad Geoffrey Boterel kont a Gintin hon eus kejet gantañ pelloc’h.

Souezhusañ tra e kaver  en ur c’heriaoueg rannyezhel eus ar saozneg komzet e Kernev-Veur en XIXved kantved : stank : a disagreable situation gant ul lavarenn « I’m in a stank indeed ». Frederick Jago a ro ivez ur skouer : « We’em in a putty stank now » ar pezh a zo henvel mik eus al lavarenn vrezhoneg « Bezañ el lagenn, chom el lagenn ». Anavezet mat eo ivez « être dans le lagenn » e galleg saout ar vro.

Er geriadurioù saozneg-kerneveg a-vremañ e roer stummoù heñvel mat eus ar brezhoneg :

lake : logh, lyn, stagen. (Brezhoneg loc’h, lenn, stankenn  ?)

pond : pol, lagen, stagen. (Brezhoneg poull, lagenn, stankenn ?)

Daoust ha kar eo stagenn eus stankenn ?

Amprestet eo bet ar ger diwar al latin stagnum e Kernev-Veur hervez Robert Williams. 

Diwar ar ger stanc kavet e Kernev Veur, Joseph Loth en deus displeget :

« Y a-t-il lieu de rapprocher stank (cornique) du mot stank, qu’on traduit par « étang », mais qui, proprement, en breton, signifie barrage. En bas-vannetais stankell (stankel, avec nk palatal),  signifie un barrage fait par les enfants pour arrêter les eaux de  pluie et produire un petit étang. Il en a été de même en cornique… Il y a eu confusion avec le v. fr. estang à une certaine  époque. Si stank, barrage, est indigène, l’origine de sac’h,  eau stagnante est remise en question : sach peut supposer  stacc = stakno ?  ».

Herve ar Bihan en deus graet nevez so evezhiadennoù war ar gerentiezh-se. Evitañ ez eus da liammañ ar wrizienn *stak hag ar ger stagen « pool » eus ar brezhoneg stank. Hemañ a vije bet levezonet gant ar galleg estanc. Degas a ra da soñj n’eo ket étang ster kentan stank met lieu encaissé, barrage, écluse.

Oc’h ober hon mad eus an en dro istorel, moien zo d’en em c’houlenn hag eñ ar ger stank kavet en ur pennad saoznek eus kernev-veur ne vije ket ur ger brezhoneg end-eeun deuet diwar kerentiez kont Penteur gant ar familh Botreaus eus Talkarn ? Diouzh un tu all menec’h Sant Serge Angers o deus graet moarvat war dro sevel ar stank en tu all d’ar mor, a-benn neuze ar ger kerneveg stank a zeufe war eeun eus al latin pe eus ar galleg.

d)  Ar galleg kozh stanquier / estanquier

Er c’hatolicon e kaver ar ger stanquaff (faire étang). Gant gwir abeg Emile Ernault en deus tostaet ar verb-se eus ar galleg kozh a vez kavet er skridoù adalek 1150: « Est ce par l’influence du v.fr.  estanche, vivier, étang, provençal estanco, estancho, arrêt barrage, mare, vivier, reservoir ? ».

N’eo ket aet pell a-walc’h koulskoude war an dachenn-se pa gaver e rannyezhoù oil ar verb stankier (former une digue). Godrefoy a ro ivez ur stumm heñvelik : estankier  « on avoit estankié le cours de le rivière », « estanquier l’iaue e destourner de ledite riviere ».

Amprest « stank »diwar ar galleg kozh zo bet graet kentoc’h diwar ar verb estankier. Talvezout en deus graet da gentañ evit chaoser da stankañ un draonienn. 

Dre astenn e Bro Dreger eo bet anveet ar gorread dour savet diwar sevel ur chaoser, ur stank. 

Ha padall en deus talvezet ar ger lenn e lec’h all e Breizh Izel evit kement takad dour bras a-walc’h, savet goude bezañ stanket un draonienn.

STANK- STANKENN er studioù yezh lec’hel

  1. Stank e Bro Dreger : étang, lavoir, réservoir, rouissoir

E bro Dreger ez eus meur a ster gant «  stank » Setu ar skouerioù roet gant Jules Gros :

« Eur stank holoët » : un lavoir couvert.

« Eur stang-ogerez » : rouissoir, (étang servant pour le rouissage du lin ou du chanvre)

« Stank ar vilin » : l’étang du moulin.

« Stank ar vilin avel » Le réservoir du moulin à vent.

« War ar stankou-ze e vez gragaill ! » : A ces lavoirs-là, il y en a un bavardage !

pastedGraphic_2.png

Plakenn straed e bourk Tremargad.

2) Stankennoù Bro Gerne

Kavout a reer er studioù yezh lec’hel doareoù implij ar ger stankenn dre ar vro vrezhoneg :

Stankenn a vez implijet ingal e Kernev Izel. Ne vez ket klevet an dibenn ger –enn peurliesañ met dastumet eo bet an daou stumm e Sant-Ivi : 

Stank = traoñienn ( Tud oa o labourat ‘ba’r stank).

Stankenn (‘stāŋ’kën) : (Rev zo bet ‘ba’r stankenn).

Kadarnaat a ra Per Trepos : « aux environs de Quimper, vallée se dit stankenn dans la langue courante ».  En e studiadenn war an anvioù sent el lec’hanvadurezh, Per Trepos a lak sklaer : « Dans cette région (Plozevet) « étang » ne se dit que lenn ; stank n’est utilisé que dans les noms de lieux, mais il y possède pour les habitants le nom bien précis de stankenn « vallée » son dérivé qui l’a remplacé dans la langue courante et que Le Gonideg traduit également par « vallée ». Il est remarquable que le Finistère seul a échappé à la traduction de stang en « étang », aucun nom de lieu n’y commence par étang : Finistère : 270 stang, Morbihan : 6 étang, 75 stang, Côtes-du-Nord : 27 étang (dont un lieu noté Etang-neuf ou Stang Nevez), 45 stang. C’est pourquoi je pense que l’aire stang=vallée couvre tout le Finistère ».

Roiñ a ra deomp liesterioù : Stankoù, stankeyer, stankijer pluriel de stank, « vallée » (Plozevet). Kavout a reer ivez : Stanko (Treger), Stankeu, stankegi (gwened), er stankeo (Ar Gerveur), hag aliesoc’h stankennoù. 

3)Ar geriadurioù

Ma lak deomp Julien Maunoir (1659) ar ster « vallée » gant stankenn, pelloc’h er geriadurioù e kaver tamm ha tamm resisadurioù. Ne seblant ket ar c’heriadurourien tomm tre eus ar ster ledan « vallée », klask a reont degas un elfenn ouzhpenn evit termeniñ da vat petra eo ur stankenn.

Koshañ hini, hini Pierre de Chalons (1723) a lak stanquen da dalvezout « coulée ». Roiñ a ra deomp ar stummoù stanc, stanqueu ha da heulh diazen, diazenneu a veze doare rannyezh Gwened.

Gregoire de Rostrenen (1732) a zegemer an daou c’her gant un doare skrivañ disheñvel : stancq = étang  (p. 372) ha stancqenn = vallée (p. 947).

Louis le Pelletier (1752) a ra an helep diforc’h etre stanc–ou (étang) ha stanken = vallon (P.831)

« Quelques uns disent au singulier stanken, un vallon où l’eau s’arrête et forme un étang, l’eau y étant reserrée… du gaulois stanca ; on a fait une basse latinité stancare pour signifier soit de l’eau retenue soit ce qui est pressé… ». Met evitañ stankenn a zo kentoc’h un draonienn vihan ».

Jean-François Le Gonidec (1821)a dro ivez stankenn gant « vallée entre deux ou plusieurs montagnes », liester stankennou. « On dit aussi traonien et saônen dans le même sens ». En e c’heriadur galleg-brezhoneg (1847) moarvat diwar levezon Kervarker e skriv stañken gant e liester stañkennou met ivez stañkennik, liester stañkennouigou gant ar ster « vallon ».

Henri Du Rusquec  (1895) a zegas ur resisadur gant ar wech kentañ mennozh ar strizhded : Stanken : vallon, pluriel stankennou.

Stankennik : vallon resserré pluriel stankennigou.

Fransez Vallée eo an hini kentañ a lako talvezout mennozh ar strizhded gant ar ger stankenn e-unan : « vallée » : traoñienn, traouienn, saonenn , koumm, komm (noms de lieux), izelenn, flondrenn. (V) , stankenn (vallée étroite), toullenn.

Fransez Kervella en deus ranket klokaat Geriadur Istorel Roparz Hemon a oa chomet gant ar ster ledan « vallée ». Resisaat a ra ar yezhadurour gant « vallée profonde »

Francis Favereau a ya ivez gant an hent-se : « ravin et vallon encaissé ».

Ar mennozh-se a zo adkemeret e Geriadur brezhoneg An Here (2001) : P 1218 : « stankenn : traoñienn enk peurliesañ. A-wezhioù traoñienn serzh. »

Eizh ger a zo implijet gant ar ar c’heriadurourien evit ar galleg vallée : –Traonienn. Stankenn. Toullenn. Izelenn.Flagenn. Kampoulenn. Saonenn.Diazenn. Don.-, hep na vije moien en un doare sklaer gouzout ha traoniennoù disheñvel int dre o brasder, o donder, o ledander, o strizhder. 

A-benn ar fin n’eus nemet ar ger stankenn a zo lakaet da dalvezout traonienn enk.

4) Ar meskaj : « l’estanc /le stanc ».

Pa seller ouzh gwirioù gladdalc’hel an aotrouien ne oa nemet tud jentil o doa ar gwir da gaout stankoù da sevel pesked. Peurliesañ e oant sko ouzh ar c’hastell pe ar maner. 

E meur a lec’h ez eus bet kemmesket gant notered ha beleien en o faperachoù ar stumm gallek hag ar stumm brezhonek.

E Kastell ar Bot e Pont-ar-veuzenn e kaver ur skouer heverk eus doareoù difoutre ar skrivagnerien skoet gant kleñved ar gallekadur : pevar stumm skrivet a gaver en ur ober 20 vloaz :1681 : Stangarvot / 1682 : Stanganbot / 1685 : Estang du Bot / 1701 : Stang du Bot. Deuet eo hiziv da vezañ Stang ar voud

Memes kemmesk a gaver e meur a barrez :

– Langolen : l’estanglevenez (1536) / Stang levenez (1540)

– Mellag : Stangandillat (1600)/Estancq en Dillat (1678)/Stang en Dillad (1765)

– Plogastell-Sant-Jermen : Lestang (1514), Stanque (1705), Stanc (1708), Stanq (1711)

– Tremeven : 1539 L’estang de Lamharu (Lamcarff e 1486). Lamharu zo bet gallekaet e Manoir de la Marre e 1670. Hiriv e vez graet Stang La Mare eus al lec’h-se.

5. Stank anv gwan 

Hag eñ e c’heller tostaat ar ger stank ouzh an anv-gwan implijet kaer e brezhoneg.

Job jaffré en e gronikennoù en deus bet tro da gontañ deomp eus an anvioù lec’h gant stank : « L’adjectif stank signifie dru, serré épais. Il a produit stankell qui a le sens de barrage. Bien des lieux dits ne comportent pas d’étang mais correspondent à des vallons à la végétation touffue, à des fourrés. L’idée d’obstruction est constante ».

Du Rusquec en e c’heriadur (1883) a ya pelloc’h pa ro stanken = fourré. Ur ger na gaver neb lec’h all.

N’eo ket sklaer tamm ebet evit Piette. Renabliñ a ra stanc eveljust, diwar ar c’hatolikon. Displegañ a ra ar ger e saozneg gant pond. En e zisplegadenn e skriv : « The relation between this word stanq  (plentiful) and the verb stanquaff (to clog) is not clear. One may suppose the meaning stagnant, leading to that of full.

STANKENN : un draonienn resis e dopografiezh

 

  1. 1) An douarstummadouriezh

Ar chañs hon eus da gaout ur brezhoneger eus ar c’hentañ troc’h en deus studiet an traoniennoù dre ar vro. Andre Guilcher, ginidig eus an Enez Sun, kelenner war an douaroniezh, en deus savet un dezenn war « Le Relief de la Bretagne méridionale de la baie de Douarnenez à la Vilaine ». Un tamm eus e labour a zo bet embannet e brezhoneg : Evit kas da-benn e dezenn eo deuet e 1941 betek ar Stangala, ur stankenn vrudet etre An Erge Vras ha Kerfeunteun. Skrivet en deus e droiad e brezhoneg er gelaouenn Arvor, lec’h e tispleg mat petra eo ur stankenn :

« Ar ribl kleiz a zeu da vezañ serzhoc’h-serzhañ e Grifonez. An Oded a rede betek amañ war du ar c’hornog a dro en un taol war du ar c’hreisteiz. Un arvest dispar eo diouzh an uhelennoù pevar ugent metr a-zioc’ h ar stêr, gwelout ar stêr-se oc’h ober ur gildroenn vras hag o lammat war ar c’herreg. E Grifonez eo e tizhomp ar Stangala vras. Hiviziken ez eo ken uhel an daou ribl. Betek milin ar Penn-C’hoad, a-hed tri-c’hard lev bennak e tiskenn ar stêr eus ur metr ha daou ugent a-uhelder da zek hebken…

Ma ‘z oc’h un tammig furcher e c’houlennot ouzhin goude ar bale-se : Perak n’eo ket heñvel atav traonienn an Oded eus Landudal betek Kemper ? Perak ez eus da gentañ muioc’h a sav gant unan eus ar ribloù eget gant egile all ? Perak da c’houde, e red ar stêr dre wask torgennoù uhel ar Stangala ? Perak ivez ez eus kement a dizh gant an dour o redek dre wask reier ar Stangala ? Perak erfin ez eo ken ledan traonienn ar stêr habaskaet en-dro goude milin ar Penn-C’hoad ?

Eeun eo an abegoù. Da gentañ holl e rede an Oded war gompezennoù uhel Beg ar Menez, Sant Gwenole, Lestonan, kalz uheloc’h eta eget bremañ ; tamm-ha-tamm, dre forzh krignat ha dispenn eo diskennet er c’hompezennoù-se. Ar garregenn avat, n’oa ket ken kalet e pep lec’h. A-raok Grifonez e kaver maen greunek (pe granit) war an tu kleiz, ur seurt maen kalet ha fetis eo. War an tu dehou er c’hontrol e kaver dreist holl maen-sklent (pe chist) : kalz boukoc’h eo. Rak-se ez eo bet dispennet buanoc’h ar ribl dehou eget ar ribl kleiz. Etre Grifonez ha milin Penn-C’hoad e kaver maen-greunek diouzh an daou du : n’eo ket souezhus eta gwelout torgennoù uhel diouzh an daou du ha kement a gerreg o virout ouzh an dour da redek. E-kichen Kemper erfin emañ adarre an Oded er maen-sklent evel ar Jed adalek Sant-Ivi ; maen bouk adarre, traonienn ledan adarre. »

Ur stankenn a zo neuze un draonienn gant ribloù a-serzh (rozioù), toullet don en ur gompezenn uhel, lec’h e red an dour diwar dizh. « Aet eo war zonaat « talweg » (naoz) ar stêrioù d’ar mare ma oa live ar mor kalz izeloc’h eget bremañ. (e-pad skornerezh ar Pevarhoalad) »

pastedGraphic_3.png

Panell henchañ e Kemper o tiskouezh ar stumm brudet Stangala, gant e stumm vrezhoneg Stankalar, (Traonienn Sant Alar) hag un anv lec’h all Stankoù.

2)  Bro ar stankennoù

Seurt traoniennoù serzh anveet stankennoù a gaver dreist holl e kreisteiz Breizh. Pa seller ouzh kartenn Penn-ar-bed an anvioù-lec’h gant « stankenn » e weler diouzhtu  « Bro ar stankennoù ».