Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

1859 : Le préfet utilise le breton pour combattre la maladie du Plomb

Dès 1805, les autorités cherchent à lutter contre le saturnisme plus connu sous le terme « maladie du plomb » (kleñved ar plom). Celui-ci est utilisé massivement pour émailler les poteries : émail se dit d’ailleurs plomeisen breton. Les dangers de ce métal sont connus : degas a ra a bep seurt kleñvedoù (ar saturnegezh da skouer),  ha gallout a ra degas krign-bev ivezIl apporte plusieurs sortes de maladie comme le saturnisme mais aussi le cancer).
En Finistère nord, le grand centre de production est Lannilis. En 1859, le préfet demande à Constantin, apotikerà Brest, d’écrire un fascicule bilingue pour inciter les potiers à changer de méthode : An doare da lakaat ar verniez pe al liv nevez ouzh podoù-pri (Méthode pour appliquer du vernis ou des peintures nouvelles sur les poteries).
Il prône une cuisson en deux temps : Ar podoù hanter-boaz, eur wech bet verniset pe livet, a vezo  poazhet mat e-pad div-eur ; a-raok lazhañ an tan, ez eo ret e ve ar podoù holl ruz er forn(Les pots a moitié cuits, une fois vernis ou peints seront de nouveau cuits pendant deux heures ; avant d’éteindre il faut qu’ils soient rougis). Mais la cuisson n’est pas tout, il faut aussi préparer le vernis. Pour cela il faut un mélange savant de produits : Lakaet e vezo ar silikat en ur podez-pri, ret e vo poazhañ goude daou c’hant hanter kant gram poultr ruz ha kant hanter kant gram poultr gwenn. An daou boultr mañ a vezo kemmesket mat an eil gant egile en ur flastrañ hag en ur vruzhunañ anezho, gwellañ ma c’hellor (On mettra le silicate dans un pot, puis on cuira 250g de minium et 150 gr de quartz. Ces deux poudres seront mélangées et écrasées du mieux qu’on peut).
L’auteur incite même à varier les couleurs Pa vezo c’hoant da reiñ d’ar verniz liv kaer ar c’histin-du, liou ar babu pe ar gignez, e vezo ret lakaat er verniz,  poultr peroxide manganese euz ar finañ, ha kemmesk mad anezhañ.(Quand on voudra donner au vernis la belle couleur du marron ou des cerises il faudra y mélanger de la poudre fine de manganèse).
Les injonctions pédagogiques du préfet eurent comme conséquence le déclin de la poterie à Lannilis comme le constate le journal Feiz ha Breiz(Foi et Bretagne) en 1924 : Ar boderez a zo reuzeudik a-walc’h e stad (La poterie est arrivé à un stade pitoyable). Cette activité disparaît dans les années 50, tout comme l’utilisation du breton par les préfets.

 

Pennad orin / Texte original

ANN DOARE DA LAKAAT AR VERNIEZ PE AL LIOU NEVES OC’H PODOU-PRI
Lannilis ha Plouvien

Evit dont a-benn da gaout eur verniz kaer hag a ledo mad oc’h ar podou-pri, ez eo red ne ve ar podoù-pri-ma nemet hanter-boazet da ghenta. Neuze, pa vezont hanter-boaz, eo lakaat ar verniz out-ho.
Ar podou hanter-boaz, eur weach bet vernisset pe livet, a vezo goude poazet mad, evel pa na vent ket bet tamm e-bed enn tan a-raok, da lavaret eo, poazet, poazet epad div-eur pe war-dro, ann amzer a lakea a-raok poderien Lanniliz da boazat ho fodou livet gant liou plom.
A-raok laza ann tan, ez eo red e ve ar podou holl ruz er fourn ; er c’hiz-ze eo bet poazet ar podou e Lannilis hed ar weach.
Setu ama brema petra a zo red da ober evit vernissa pe liva ar podou-pri :
Red e vezo da tenta perna eur valans hag ar poesiou e lavaree ama warlerc’h :
Eur poet a zaou-lur pe eur c’hilogrammm (1 kil.).
Tri boez a gant gramm, pe dir hectogramm (3 hectogramm) (deux poids de 50 grammes chacun).

 Evit prepari ar verniz pe al liou, e vezo red lakaat eur pod bihan enn unan euz a bladou ar valans ha lakaat enn hini all mein da gompeza ingal ar valans a bep tu.

Goude-ze e vezo lakeat enn tu ma vezo ar vein, ar poez a zaou lur, hag er pod bihan enn tu-all silikat soud, ken a vezo ar valans kompez he fladou dioc’h ann dao du.

 Goude an dra-ma, e vezo tennet ar pod bihan, enn-han silikat soud, eus ar valans hag e vezo lakeat ar silikat-ze enn eur podez-pri.

 Red e vezo poeza grude daou c’hant-hanter-kant gramm (250 grammes) poultr ruz (minium), ha c’hoaz poeza kant hanter-kant gramm (150 grammes) poultr guenn (quartz)

 Ann daou boult diweza-ma a vezo kemmesket mad ann eil gant eghile, en eur flastra hag en eur vruzuna anezho, guella ma c’hellor.

 Pa vezo bet mesket mad evel-se ann doua boultr-ma, e vezint lakeat nebeut-a-nebeut gant ann daou lur silikat soud, en eur drei hag o kemmesk anezho, evit ma vezint evit ar gulle.

 Mar tigouesfe d’ar silikat soud beza re deo, e ve red lakaat gant pep daou lur anezan peder pe bemb loiad dour  (gant seul loa-voed), a-raok kemmesk’an daou boultr en he douez.

 Evel-se ar verniz pe al liou a vezo easoc’h da leda ; evelato e rank beza teo eunn tamm, rak ma ve re dano, ne ledfe ket mad oc’h ar podou-pri hag e ve re-bell o sec’ha.

 War ghement-se, ar broderie a c’houezo er-vad, war-benn diod pe deir gueach,m’ho devezo bet great, penaoz en em gaout da ober ar verniz pe al liou nevez.

 Pa vezo bet préparer ar verniz, evel am beuz lavaret, e veto red leda anezhan e dare e diabarz ar podou-pri gant eur bros rond pe gant eur pinceau great e ‘hiz lost eur moru.

 Arabad eo e ve re deo al livadenn pe ar c’houch kenta euz al liou, enn aoun na deufe da zivera pe da gruesa e fons ar podou-pri ; pep tro ma vezo trempes ar bros pe ar pinceau er verniz, e vezo red kemmesk ha trei al liou evit ma choupo atao da veza hevel.

 Al livadenn pe ar c’houch kenta euz ar verniz a vezo laosket da zec’ha betes antronoz, ha neuze e vezo preparet, evel a zo bet lavaret a-raok, peadra da ober eunn eil livadenn verniz, a vezo ledet, hou-ma ivez, evel ar ghenta, o taol even bepred mad al liou gant ar bros.

 Ann eil gouch pe livadenn a zec’ho buanoc’h evit ar ghenta.

Pa vezo bet roet ann diou livadenn pe ann daou wiskad verniz a zo lavarte, e vezo red gortoz daou pe dri dervez enn han, ha tri pe bevar dervez er goanv, a-raok poaza ar podou-pri ha lakaat anezho er fourn.

 Pa vezo c’hoant da rei d’ar verniz liou kaer ar c’histin-du, liou ar babu pe ar ghignez, e vezo red lakaat er verniz, eur weach ma vez great, pevar-ughent pe gant gramm (80 ou 100 grammes) poultr peroxide manganese euz ar fina, ha kemmesk mad anezhan e-touez ar verniz, a vezo grude ledet evel a zo bet lavaret a-raok.

 Setu aman ar gomposition eus ann daou verniz :

 VERNIZ DILIV PE HEP LIOU

 Silikat soud alkalin euz a hanter kant dagre (50°), daluur lur…….…..1 kilog.
Poultr ruz (minium), daou c’hant-hanter-kant gramm…………..……250 gr.
Poultr guenn (quartz), kant hanter-kant gramm………………….…..150 gr.

 VERNIZ A LIOU

 Silikat soud alkalin euz a hanter-kant devre (50°), daru lur………..…1 kilog.
Poultr ruz (minium), daou c’hant-hanter-kant gramm…………….….250 gr.
Poultr guenn (quartz), kant hanter-kant gramm………………………150 gr.
Poultr du (oxide manganèse), pevar-ughent pe gant gramm…80 ou 100 g.

 Arabad e vezo morse poeza ouspenn dou lur silikat soul, pep tro ma vezo c’hoant da brepari ar verniz. O c’hober evel-se, ne d-aio ket da goll, rak eur weach ma ve bet kemmesket ann duanvez, e teufe da veza re galet evit beza lakeat antronoz oc’h ar podou-pri.

Ann tri zanvez a ia da ober ar verniz pe al liou neves, a vez guerzet e Brest, e ti ann aotrou Dubreuil, marc’hadour, ru Sant-Loïz.

 CONSTANTIN,Pharmacien de 1ère classe de l’Ecole de Paris, Membre du Conseil d’hygiène de l’arrondissement de Brest.

Brest. - Moullet e ty J. B. Lefournier hena, ru Vaz, 86.

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

Brezhoneg

Constantin, An doare da lakaat ar verniz pe al liou nevez oc'h podou-pri, Brest, Ti Le Fournier.
 Ar boderez e Lannilis, in Feiz ha Breiz N°8, miz eost 1924.

Guilcher (Martine), Arz ar poderezh e Breizh, Master II, Skol-veur Roazhon II, 2019.