Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Drezen-Riou-Kerrien : hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn

Drezen-Riou-Kerrien : hadenn ar yezh o kellidañ e Bro-Spagn

« Lakaet em eus em sońj dont da vezañ ur skrivagner em yezh vroadel »

Peuzvat eo anavezet bremañ e bed al lennegezh vrezhonek istor trikon Ondarribia diwar skridoù Youenn Drezen (E Koun Jakez Riou) ha studiadennoù Fañch Morvannou. A drugarez da Yves Le Drezen, mab e dad, em eus bet an aotre da sellet pizh ouzh dielloù ar skrivagner bigouden, kement ha kompren peseurt taol kurun en doa lakaet anezhañ da dommañ ouzh Breizh hag ar brezhoneg ha penaos eo en em gavet gantañ ar c’hoant mont da skrivagner.

  1. E Skolaj Ondarribia

Kontet en deus deomp Youenn Drezen penaos e oa en em gavet d’ar 14 a viz Even 1911 da gemer an tren e porzh houarn Kemper da vont da Vro-Euskadi. Gantañ e oa Bretoned yaouank all bet dibabet gant un « tad gwenn » eus Kenvreuriezh ar c’halonoù-sakr. Diazezet e oa an urzh e Paris, straed Picpus, hag ur skolaj en doa e Sarzhav e Bro-Gwened. Skarzhet e oant bet eus Bro-Frañs gant lezennoù 1901 war ar c’hevredigezhioù a zifenne ouzh an urzhioù katolik d’ober skol.
Ne oa ket nemet Kenvreuriezh ar c’halonoù-sakr a zo en em gavet en tu all d’ar Pireneoù, 133 kumuniezh a oa staliet e Bro-Vask ha 115 e Bro-Katalunia1.
Skolaj kumuniezh Picpus a oa staliet e Beire e Bro-Nabarra a-raok bezañ kaset e 1908 da Ondarribia (Fontarrabie e galleg) sko ouzh an arzoù etre ar stad C’hall hag ar stad Spagnol.  Pa ’n em gav eno Yves Le Drezen eus Pont-’n-Abad, Jacques Riou eus Lotei ha Jacques Kerrien eus Sant-Tegoneg, n’o deus nemet 12 vloaz. Kerrien ha Drezen a zo enskrivet er pempved klas da dra m’en em gav Riou er c’hwec’hved klas. D’ar mare-se n’eus ket anv da zistroiñ d’ar vro e mod ebet sed ma chomint 5 bloaz eno, troc’het ouzh o bro c’henidik. Ur c’hant bennak e oant er skolaj, an div drederenn anezho o tont deus Breizh.

Er skolaj e teskont an danvezioù boutin d’ar mare-se, ouzhpenn ar galleg e vez desket dezho tammoù saozneg, spagnoleg ha latin. Meur a veleg eus an urzh a zo Bretoned anezho, met n’eus ket anv da implij ar brezhoneg e mod ebet. Ar vugale a bak deskadurezh evit netra evit bezañ stummet da vont da visionaer er broioù pell en Oseania hag en Amerika ar su.

Penaos neuze eo troet speredoù hon tri Breizhat da garout o yezh c’hinidik betek dont da vezañ skrivagnerien eus ar c’hentañ troc’h hag anvioù bras al lennegezh vrezhonek ?

Youenn Drezen en deus klasket respont d’ar goulenn-se en e bennad « E Koun Jakez Riou » embannet gant Gwalarn e 1938 just war-lerc’h marv e vignon bras eus Lotei. «  A belec’h eo deuet al lusk ? N’omp ket evit degas d’hon enklask respont dereat ebet » a skriv Drezen. Lavarout a ra splann e oant holl o tizeskiñ o yezh vamm, karget m’edo o speredoù gant dañvezioù lakaet da bouezus gant tadoù ar gumuniezh : Latin, strilhouriezh, jedouriezh, mentoniezh, douaroniezh, istor an hen-pobloù hag istor Bro-C’hall eveljust.

2.    Ar c’harned du

Displegañ a ra Youenn Drezen «  Ar brezhoneg n’eur ker evit mougañ e levezon er re a zo kouezet an hadenn en o ene. An hadenn evidomp n’oa da ober berzh nemet en harlu ».

Al lizher kentañ a gaver en e zielloù a zo kaset dezhañ eus Karaez d’an 3 a viz Du 1913 ha sinet J. Jaffrennou : « Je vous envoie par ce même courrier les livres demandés par votre lettre du 1er novembre ». D’an oad a bevarzek vloaz neuze en doa goulennet Youenn Drezen digant Taldir-Jaffrennou, kaout levrioù diwar-benn Breizh. Kontañ a ra deomp en doa lennet -moarvat e levraoueg ar skolaj- ul levr beaj e Breizh « Au pays des menhirs » skrivet gant Léon Ville. Kaoz oa eus Pont ’n Abad e-barzh. Setu sachet evezh Youenn vihan, ha eñ klask gouzout hiroc’h war e vro gant an tad Le Bolzer eus Ploare ha gant an tad Kergoat eus Pleiben, o daou eus Kerne-Izel. An daou-mañ a zegemere « Le courrier du Finistère » ur gelaouenn sizhuniek divyezhek hag a lenne d’ar grennarded pennadoù o tennañ da vuhez kristen ar vro ha d’ar pardonioù.

 Kement-se moarvat en deus lakaet kalon ar Vretoned yaouank da dommañ ouzh o bro c’hinidik. Drezen a lenne kalz hag adskrivañ en doa graet en ur c’haierig du ar barzhonegoù a blije dezhañ. E penn kentañ ar c’harned e lenner barzhonegoù gant Lamartine, gant Victor Hugo ha barzhed gall disoñjet o anv hiziv.

Ar varzhoneg gentañ o tennañ da Vreizh « La prière du soir en Bretagne » gant Arsène Vermenouse2 a ziskouez mat ne oa e levraoueg ar Gumuniezh nemet levrioù a oa deuet mat d’an « tadoù gwenn ». Adalek an hanter eus ar c’harned eo leuniet penn- da-benn ar pajennoù gant barzhonegoù war dañvez Breizh : Auguste Brizeux « grand barde breton », Théodore Botrel « poète breton », Gérard de Montalan « poète breton inconnu hélas », Turquety « grand poète breton », Besse de Larze « bon poète breton », H. Violeau « poète breton ». Pelloc’h e kaver barzhed all oc’h ober menneg eus Breizh : François Coppée (Á Brizeux, Chanson écossaise), A. de Lamartine (Gallois et Bretons).

Gwelet a reer mat pelec’h e ya an Drezen da glask e voued spered ha moarvat e kaver roud aze eus levrioù bet kaset dezhañ gant Jaffrennou.

Met skoachet e-kreiz ar c’harned e kaver ur berlezennig. Skrivet en deus Youenn vihan ur bevaradenn a ziskouez mat eo peget kleñved ar vro en ennañ :

Oui, en vain au fond de l’Espagne

Exilé pour plus de cinq ans

On veut de ma chère Bretagne

Éteindre en moi les sentiments

Adalek neuze eo krog an Drezen da glask muioc’h war e vro, war e yezh. Kemer a ra skiant e reer pep tra er skolaj da ziwriziennañ anezhañ, e ser ober ur misionaer mat pelloc’h. Skrivañ a ra : « … et la langue celtique que je vais oubliant de plus en plus3 »

3.  Levezon ar Barzhaz Breizh

E-pad ar Brezel Bras, meur a dad eus Kompagnunezh ar C’halonoù sakr zo bet galvet da vont d’an talbenn. Skrivañ a ra an Drezen d’an tad Bolzer evit goulenn gantañ e ali war ar Barzhaz Breizh. Anv al levr-se en doa klevet e-kerz ul lennadenn diwar-benn Hersart de la Villemarqué.  Al levr a oa chomet war-lerc’h an tad Bolzer aet da vrezeliñ. Met ret eo kaout asant an tadoù gwenn evit gellet lenn anezhañ. Setu respont an tad Bolzer d’ar 15 a viz Even 1915 : « A propos, me dites vous, ce Barzaz Breiz mystérieux, qu’est-il au juste et serait-t-il permis ? C’est un recueil et si les chansons sont choisies, elles n’en sont pas moins de toutes couleurs et de tous les poids. Il y en a de trop légères pour intéresser les esprits pondérés comme le vôtre cher Yvon ou qui intéresseraient trop des esprits légers comme ceux des indiscrets qui à votre insu perdraient leur temps à les lire. Peut-être cependant qu’un des deux volumes échapperait à ce jugement d’ensemble. Voulez vous demander au père Norbert de jeter un coup d’oeil sur les traductions et de juger ?  Quant à l’Histoire populaire, Oh grand coeur ! L’auteur, Soeur Anne4 …est de la famille de mon sergent et ami de Saint Brieuc, de la Messelière.
Que Noménoé, Morvan, Lan Barbe-torte servent d’exemples aux jeunes vaillants qui brûlent de devenir des héros ! »

Setu Youenn o lenn ar Barzhaz Breizh : « Prestet e voe din al levr prizius. Adskrivañ ris dre guzh ha dillo, daou varzhoneg : « Bale Arzhur » hag « Ar re c’hlas ». Tanet ar gwad em izili. Evit komz heñvel ouzh ar wirionez, ne intenten grik ebet er gwerzennoù-se… ne ouien ket lenn brezhoneg »5.
Lenn ar Barzhaz Breizh n’eus bet ul levezon bras war Youenn Drezen. Dibabet en deus an anv Arzhur pag eo bet kaset da vont da veleg e kloerdi Miranda-del-Ebro. Breur Arturo pe Frère Arthur, a voe e anv er relijion e-pad un nebeud mizioù. Drol a-walc’h e vije bet degemeret an anv-se gant an tadoù gwenn rak Arzhur n’eo ket ur sant anezhañ met ur roue. Marteze eo diwar levezon an tad Wilfrid Müller, rener manati Miranda-del-Ebro en deus heñchet Drezen ha Kerrien da beurzeskiñ brezhoneg evit mont da brechiñ pelloc’h en o bro : «  N’eo ket ali, urzh eo, a roas dimp da addeskiñ ar brezhoneg kollet » a skriv Drezen. Kerkent ar vrezhonegerien a oa er strollad o deus lakaet dont levrioù. Drezen a c’houlenn ouzh person Pont ’n Abad kas danvez dezhañ. Setu respont an Ao. Tanguy, lorc’h ennañ o welet unan eus e barrezianiz dougen ar soutanenn wenn : 

« Je te fais adresser quelques brochures bretonnes et quelques cantiques dont la lecture et l’étude t’aideront à ne pas oublier le breton ».
Lakaat a reont da zont eus Breizh : Yezhadur Hingant, Emgann Kergidu, Feiz-ha-Breiz, ha kanaouennoù e-giz ar Bro gozh, Gwerz ker-Iz.

Ur seurt terzhienn a beg a-benn neuze er strollad brezhonegerien a oa er manati. Kerrien ha Drezen en em lak da sevel rolloù gerioù, ha sevel barzhonegoù oc’h hiraezhiñ d’o bro. Setu ur skouer eus o lennegezh en harlu diwar zorn Drezen :

O den a oa gand anken bras

Lar din petra vi ben varc’hoas ?

Sell euz e hent coz ken distro
A red a dreuz meaziou hon bro

Ped hen pleustras p’lec’h maint breman ?
An devezour gand komanant

Ar barz hunvreer, ar beleg

An otrou ganthan komz gallek

N’emaint ket holl tremenet

Bugale goazet holl steuziet

Et int da barn ar Peurbadus

Var he c’herc’hen klask ta da guz

Ar breizad dre beva kristen !

Sell ouz an nenv, netra ken !

Harp a gavont gant an tad Goulaouic eus Pleiben, lesanvet gante « Geriadur bev ».  Met hemañ, galvet da vont d’an arme ne chomo ket pell gante. D’ar 5 a viz Genver 1917, emañ oc’h ober e goñje e Kintin er 71ved rejimant war droad. Respont a ra d’ul lizher e brezhoneg bet kaset dezhañ gant Breur Yann (Kerrien) ha Breur Arzur (Drezen). Diskouez a ra bezañ estonet gant araokadennoù hon daou gomper :

« Gwel a ran o peus desket kalz a vrezonek abaoue am eus o kuitaet. Kavet o peus eun diccionair maro, mes gwelloc’h eget an hini beo. Kendalc’hit evelse ag abenn eun abaden a veac’h mistri guiziek guest da zeski d’ho mignon evurussoc’h egedoc’h e deus galet dont en e vro goz. »

Jean François Goulaouic, (Breur Marzin), siwazh dezho, a voe bet lazhet d’ar 4 a viz Mae e Montblond e departamant ar Marn. Diskouez a rae en e lizher e oa anaoudek ken-kenañ eus yezh e gavell.

Youenn Drezen ne bado ket gant ar c’hoant distroiñ d’e vro, roiñ a ra e soutanenn e miz Meurzh 1917. Krignet eo e galon gant ar c’hoant distreiñ d’e vro. En e varzhoneg « Harlu » e tiskouez n’hell ket gouzañtiñ ken buhez ar gouent :

Diskouez a ran ingal dremm seder d’ar re all,
           Ha den ne oar perak ez eo va liou ken fall.
           Den ne oar eo taget marvel va ene paour.

Petra eo d’in froud tomm Miranda-de-Ebro !
           N’eus d’in amañ dudi na gant mel na gant aour,

Al louzou d’an harlu ne vleun nemet em bro.

Dizoloet en deus ivez hoal ar merc’hed, oc’h ober anaoudegezh gant ur vaouez a zeue da bediñ e chapel ar gouent. Un daolenn en deus kontet brav deomp en e romantig « Sizhun ar breur Arturo ». A-boan en em gavet e Kemper, an dra pouezusañ en deus graet eo prenañ ul levr brezhonek ha n’eo ket forzh pe hini : « O tiskenn e Kemper ez is war eeun da levr-di Salaun da brenañ Barzaz Breiz »6. 

Drezen n’eo ket troc’het kuit eus ar gouent e-giz ul laer anezhañ. Skrivet en deus d’an tad Müller evit displegañ dezhañ perak en doa dibabet « Ne vin na beleg na manac’h7 ». Wilfrid Müller a skrivo dezhañ ul lizher hegarat kenañ d’an 10 a viz Ebrel 1917

Me alegro de que haya hecho uno novedad su viaje y encontraba su buena madre y demàs parientes con buena salud.Veo con questo que en esa siene buena proporcion de cumplir con todos sus deberes religiosos y creo que tendra mucho cuidado de no ofendar a Dios en lo mas ménimo8.

Skrivañ a ra e miz Ebrel 1917, e Pont ’n Abad ar varzhoneg « Spern Gwenn » a vo embannet bloaz war-lerc’h er gelaouenn L’ Union maritime et agricole eus Kemperle, renet gant Leon Le Berre (Barz Abalor) ha kerkent adkemeret gant François Vallée e-barzh Kroaz ar Vretoned.9

Klask a ra Drezen mont e darempred dre lizher gant e zaou gamarad chomet e Bro-Spagn. Siwazh dezhañ ne dremen ket e lizheroù war eeun da Riou ha Kerrien. Dalc’het e vezont gant an tadoù gwenn, ha n’o deus ket ar gwir na Kerrien na Riou da skrivañ da dud diavaez. Krediñ a ra e ra fas koad e vignoned outañ abalamour m’en deus dibabet kuitaat ar velegiaj. Ha setu eñ e-unan war hent ar brezhoneg.

4. Skol lennegel Ondarribia

An hini kentañ a ray sin dezhañ eo Jakez Riou. Hemañ a zo bet galvet d’ober e amzer soudard hag en em gav e Pondi. Skrivañ a ra ur gartenn verr d’e vignon d’an 12 a viz Mae 1918 : « Lavaret dinn ive m’ar peuz great eun dra bennak en yez Breiz ; an dra-ze ‘raio plijadur din ha da Yann Kerrien er Spagn… va c’halon zo entanet, evel oc’h hini hag or c’halon a fell dezho kaout hag ober memez tra »

Bloaz war-lerc’h e miz Mae 1919 eo Kerrien a gas keloù. Hemañ goude bezañ echuet e amzer kloerdi zo bet aotreet da zistroiñ d’ar ger. Skrivañ a ra e galleg eus Penn-an-Eac’h-Sao-Heol e Sant Tegoneg : 

« Enfin, j’ai directement de vos nouvelles et je puis vous répondre sans que ma lettre tombe sous les yeux soupçonneux d’un P. Eugène. Non, cher ami, vos lettres ne me sont point parvenues… Chacun à sa vocation et je ne vous en voudrai jamais pour n’avoir pas choisi la mienne…
Riou me parle d’un concours de gwerz sur « les oiseaux de Saint Patrick ». Comme lui j’ignore la légende, mais j’ai un homme que je puis consulter sans crainte d’être frustré, Mr Perrot, rener Feiz ha Breiz, vicaire dans St Thégonnec, un homme qui n’ignore rien de tout ce qui touche à la Bretagne. Je vous enverrai les détails et nous essayerons de concourir… Ça doit vous sourire d’être couronné aux jeux floraux bretons. Riou aussi a fortement envie d’essayer son génie poétique. »

Dont a ra a-benn hon trikon da embann un toullad barzhonegoù e kelaouennoù sizhuniek : Drezen  gant e varzhoneg « Spern Gwenn », Riou a gav bod e Kroaz ar Vretoned renet gant Vallée e 1919 « Miz Mae » « Hanternoz e Beg ar Raz » da dra ma lenner ur skrid kentañ gant Kerrien  nemet e miz C’hwevrer 1921 e Feiz ha Breiz. Pep hini en e gorn a boan da skrivañ. Met kenskrivañ a reont kalz hag o zaolioù-arnod (barzhonegoù, troidigezhioù, tammoù danevelloù) a vez barnet ingal gant ar re all. Setu perak e c’heller lâret ez eus bet ur gwir skol lennegel ganet diwar an darempredoù bet skoulmet en harlu. 

Drezen e-pad e amzer soudard (1918-1920) ha Riou pa n’eus labouret e ti un tenner-poltredoù o deus darempredet e Roazhon paotred Unvaniezh Yaouankiz Breizh (Marchal, Mordrel, Debeauvais) o deus roet dezhe ar c’hoant krouiñ ur bed nevez evit Breizh. O daou a zalc’ho en o spered e oa poent modernaat al lennegezh vrezhonek.

Diouzh e du, Jakez Kerrien a dremen ar bloavezh 1921 en 35ved rejimant kirri-arsailh e Gwened. Du-hont e ra anaoudegezh gant ar Brestad Louis Nemo, ur « breizhad oc’h adkavout Breizh » :

« Quand j’ai rencontré Nemo, c’était déjà un grand amateur des choses de chez nous, mais il était loin d’être le fervent d’aujourd’hui. C’est dans nos petits entretiens … que nous nous sommes confié nos idées et comme il arrive toujours dans ces tête-à- tête, nous en sortions un peu plus breton chaque fois ».10

E paperioù Drezen e kaver e-leizh a droidigezhioù, a dammoù danevelloù, barzhonegoù, notennoù yezh, ne zihan ket da vont war-raok gant hent ar brezhoneg en deus dibabet. Lenn a ra kement tra a zo bet skrivet en hor yezh, dedennet eo gant istor ar Gelted, awenet-kaer eo gant Mac Pherson brudet evit e varzhoneg Ossian. Kavout a reer en e skridoù, heklev ar pezh a embanno diwezhatoc’h en e varzhoneg hir « Kan da Gornog » :

Steredenn ar zerr-noz ! Kaer eo da luc’h er gornog ! Sevel a rez da benn a-uz da wabren : gorrek eo da gammejou war an dosen. Petra welez war ar gompezen ? Tavet eo an aveliou arne. Euz a bell a deu tonigen ar froud. An holennou trouzus a bign war ar garregen diamen. C’houibu an abardaez a nij war o askilli bresk, safroni reont war an dachen. Petra welez, sklerijen gaer ? Hogen mousc’hoarzin a rez ha kimiadi. Diredeg a ra ar c’hoummou endro d’it gant levenez : souba a reont da bennad-bleo karadek. Kenavo, bann-sklerijen sioul ! Ra savo sklerijen ene Ossian.

5  Kammedoù kentañ ar vicher skrivagner

Chomet ‘ zo diwar bluenn Youenn Drezen un tamm dornskrid a-bouez a ziskouez pegen mennet eo da vont war hent ar skrivañ. Un hent skosellek ha n’eo ket aes dezhañ ober e doull, dreist-holl pag emañ o labourat kalet e ti ur marc’hadour gwin eus ar Gelveneg evit gounid e vuhez.

« Lakeat em eus em zonj tont da veza eur skrivagner em yez broadel. Ha pell zo eman ar zonj-se em fenn. Er bloavez seitek dija e douen ouzin va unan em ije skrivet e brezonneg, ha nemet e brezonneg.

Setu emaomp e penn diweza miz Eost ar bloavez unan war ’n ugent. Va brederiegez nemethi a zo bet studial ar brezonneg epad ar pevar bloaz hanter-se.  Daoust a on me deut da zastum eun tamm ouiziegez e-kenver d’ar boan em euz kemeret ?

Ia ha nan ! e renkan me eilc’hiria. Ia ! rag lennet em euz koulz laret an holl leoriou bet skrivet e brezonnek, leoriou divlas kenan, red en anzao. Anavezout a ran e gred din ar peb muia euz ar gomzou a vez rannet en deiz hirio e Broiou Leon, Treger ha Kerne. Ha touchennet oa madik awalc’h war lennegez paotred ar Morbihan.

Hogen m’oarvad, n’on ket evit lakaat pemp linennad skrid a-blom, en o saw nemet dont a rafe ar c’houezen ruz war va c’horre. M’hen tou on glac’haret kenan euz kementsé. Ha ma n’ez ean muioc’h war-raok hiviziken e vo koulz d’inn lezel peb tra a-istribilh.

Hogen abarz en em jala, ar gwella m’euz eo klask euz a belec’h e teu va zienez awen, klask perag eo eet va spered da hesk-kraz.

En amzeriou kenta m’edo adzesket ganin va yez e skriven forzik sonigou drant, gweziou melkonius diwar an tu m’oan troet. N’eo ket eta pegwir em eus chenchet yez  eo ez on deut da veza difrouez. Ma oan mad war ar gallek e c’hallen ivez diskleria freaz va zonjou e brezonneg.

Hogen, estr-eget turia war ar brezonneg eo red d’eomp ober. Ar bara pemdeziek a ranker he c’houniz ivez. Tregont miz ez on bet er Gell-venneg. Eno edo moan an amzer a jome d’in evit pleal war va studiou. Goude eun devez torr-penn, nemeur a c’hout em oa d’en em lakaat da skriva. Neuze eun den yaouank ugent bloaz ne voar ket chom he-unan, hag evit aveli va fenn araog mond da gousket ez een eta varvailhat gand va c’heneiled.

En amzer-se a verve em empenn kant ha kant danvez, mat da wellaat va zoare-skriva. Testen eur pez-c’hoari e tri arvest, eun danevell diwar-bouez martoloded an amzer-vreman, unan all vraz diwarbouez ar Fontanella, an hini a zismantras Penmarc’h ; mennadou m’en deuz tridet alies ganto va c’halon, paz een da vale war an aod tomm-heoliet, pe war menez ar veilh-vor war zu feunteun Kerleger dindan eun oabl o lugerni gand stered diniver. Va mennadou zo chomet mennadou. Hag abenn breman e grog ennhon eun diegi spontus pa gemeran ma fluen evit skriva ha pa ne vez ken nemet eun tamm lizer-netra.

Henvel on deut da veza euz eur park a ziwane ennhan eostou puilh hag a zo bet lezet da repoz re-bell gand an arer. Barr-arneou zo deuet gand glao hag avel. An douar-mat a zo bet kaset d’an traoniou. Hag abreman, p’eman o klask toulla irvi endro, ne gav he c’hleor hag he ziskonserezed nemet grouan kraz ha kerrek.

Merglet on ; ha m’az eo gwir em euz klasket alies en em zivergli ez eo ken gwir all, em euz en em gemeret fall evit-se. Hogen, n’eo ket awalc’h mac’ha ha divac’ha start, labourat gant skiant a zo furoc’h. Hag eur fall tra n’on ken, ma ne teuan ket abenn da roi d’am fluen bek lemm nadoz.

Brezonnek awalc’h e c’houzan, komzou ha stummou yez ; deskadurez em euz ivez eun tammik war beb tra.

Ma ! elec’h tremen va holl amzer gollet da droi saozneg galleg pe me oar-me e brezonneg ez an da ginnig d’heoc’h pennadou skrid dozvet ganin ; danevellou hir, konchennou berr, traou mantrus, peziou-c’hoari goaper, envoriou, prederiou ; difoultre oun euz ar pez e zozvin, gand ma zalc’hin va spered dihun, hep ehan, gand ma en em voazo ar gomzou da zourral euz beg va bluen ken eaz redent gwechall e gallek. »

Darempredoù stank en deus Drezen gant Jakez Kerrien er bloavezh-se. Ul lizher ar miz o deus eskemmet ha leizh a raktresoù skritur gante. Kerrien a zo e Gwened oc’h ober e amzer soudard. E-giz gwechall e Miranda-del-Ebro e vezont o kenlabourat asambles da vont war-raok da vestroniañ stummoù skrivet o yezh mamm. En ul lizher eus a viz Du 1921 e ro Kerrien kuzulioù a-bouez d’e vignon bigouter :

« Da yez zo pinvidik ha sasun, barrek da staga ouz n’eus forz peseurt danvez…Me garfe ne vije pik du ebet en da amann. Siouaz ! Koulskoude an dra-ze eo ar penna : skriva reiz. Petra vern kaout ijin hag anaout mat ar geriadur ma ne ouzor ket reolennou ar yezadur ? Ne rimp netra, na te na me keit ha ma ne ouezimp ket peur eo ret chench eul lizeren e leac’h ma leac’h.

An dra-ma n’e ket reiz-skrivadur eo evel ma peus c’hoant da gredi ; kalonen ar yez an hini eo. Kred ac’hanoun, desk ar yezadur. N’eus netra easoc’h eget deski hini an Ao. Vallée. Ken am boa anezi me veze neac’het alies ivez. Hogen brema ne vezan ket …

Kas a ran d’it endro, evit ma weli, da skrid diweza. Ar mankou merket gant liou a zo eneb d’ar yezadur ar re all, eneb d’ar reiz-skrivadur. Kompren a ri ne c’heller ket kas da voulla labouriou gwriet a vankou hag henvel kentoc’h ouz balbouzerez eur c’hrouadur.

En han’ Doue, desk, lenn kentoc’h grammadeg Vallée. Abenn eun hanter devez e ouezi anezi hag e c’helli skriva en eur yez c’hlan11.

Diouzhtu goude ar brezel pevarzek eo reuzeudik plas al lennegezh er c’helaouennoù brezhonek. Perrot en deus roet lañs en dro da Feiz ha Breiz e miz Gouere 1919, Mouez ar Vro, kelaouenn Gourvil ha Jules Gros a zo berrbad, e-giz Buhez Breiz gant Pierre Mocaer. Kroaz ar Vretoned a ya da get e 1920. Ar gelaouenn Breiz Atao nevez krouet ne ro ket plas d’al lennegezh.

N’ouzon ket ha komzoù eeun Kerrien en deus lakaet Drezen da chom heb embann netra. Deuet eo da vezañ sekretour Emgleo Sant Iltud, ti embann Perrot, met ne embann pennad lennegel ebet e Feiz ha Breiz. Ne vo embannet gantañ nemet un danevell beaj en Iwerzhon e miz Eost 1925. Duhont e kej en-dro gant Olier Mordrel en deus damzesket brezhoneg.

Olier Mordrel a zo lemm e bluenn, n’eo ket gouest da lârout tra diwar-benn ar yezh anezhañ, met barnañ a ra danvez ur gontadenn bet kaset dezhañ gant Drezen,  Ar bleizi alouberien  : « C’est une oeuvre de toute jeunesse. Relis là. Extrais en les éléments qui te sembleront intéressants.Utilise les dans une trame et une rédaction complètement nouvelles. A mon sens, il y a peu à garder de la rédaction actuelle ».12

Koulskoude Drezen a ra e vat eus an darempredoù mat en deus gant renerien Emgleo sant Iltud evit dont a-benn da vezañ kemeret er gelaouenn gatolik « Courrier du Finistère ». Kregiñ a ra gant e vicher kelaouenner e miz C’hwevrer 1924 hag e sin e baperenn gentañ « Ni ielo da voti » d’an 18 a viz Ebrel 1924. Adalek neuze e vo stank an darempredoù gant Roparz Hemon a zo kelenner war ar saozneg e Brest.
E fin ar bloaz zo keloù da sevel ur gelaouenn lennegel a vije ur stagadenn da Breiz Atao. « Nous fondons un supplément littéraire breton trimestriel qui paraitra encarté dans B.A. du nom de Gwalarn. Il est sous la direction de Roparz Hemon, qui le met entièrement sur pied et en assure la rédaction…J’ai engagé Hemon à se mettre en relation avec toi. Il est ravis que tu saches l’Espagnol. C’est une fenêtre ouverte de plus sur le monde pour son gwalarn »13

Bloaz war-lerc’h ec’h embann e-barzh niverenn Gwalarn un droidigezh diwar ar saozneg : « Ar skarbouklenn vras 14» savet gant an amerikan Nathaniel Hawthorne. E miz Even e kemer ar vag e Plougastell da vont da Iwerzhon d’ar c’hendalc’h keltiek asambles gant Roparz Hemon. Adalek neuze e vo paotr an troidigezhioù e-barzh Gwalarn. Ne gred mont war dachenn ar faltazi nemet e 1928 gant ur gontadenn Nedeleg ha war dachenn ar romant nemet e 1932 gant An dour en dro d’an inizi.

Drezen ha Riou a gendalc’h da zaremprediñ tadoù breton Ondarribia. Kas a reont ar gelaouenn « Le courrier du Finistère » dezho, met ivez o levrioù nevez embannet gant Gwalarn. An tad Bernard Kergoat a oar kalonekaat an daou gomper en o lusk lennegel « J’ai reçu avec plaisir les trois brochures que vous avez eu l’amabilité de m’expédier. En les parcourant, j’ai été frappé de la tournure littéraire que prend aujourd’hui le breton. Si l’on continue dans cette voie on arrivera prochainement à unifier les divers dialectes et à fixer l’orthographe. Toutes mes félicitations donc et mes encouragements au groupe « Gwalarn 15». N’en doa ket en em rentet kont anezhañ, penaos, en ul lenn pennadoù eus « Le courrier du Finistère » d’ar grennarded Youenn Drezen, Jakez Riou ha Jakez Kerrien en doa hadet greunenn ar brezhoneg e penn tri eus ar skrivagnerien wellañ o deus diazezet hol lennegezh modern.

Bernez Rouz

Loktudi miz Here 2019

1Delaunay (Jean-Marc), De nouveau au sud des Pyrénées, Congrégations françaises et refuges espagnols (1901-1914), in Mélanges de la Casa Velazquez, 1982, p 259-287.
https://www.persee.fr/doc/casa_0076-230x_1982_num_18_1_2369

2 Arsène Vermenouze, barzh auvergnat, ezel eus ar Felibridge. Skrivet en deus barzhonegoù diwar-benn Breizh en e levr « Mon Auvergne ».

3 E koun Jakez Riou, p.46 in Gwalarn N°110 Miz Genver 1938.

4 Anne de Mesmeur, skrivagnerez, bet savet ganti kentañ Istor Breizh e Brezhoneg.

5 Drezen (Youenn), E koun Jakez Riou, op.cit. p.47

6 Drezen (Youen), E koun Jakez Riou, op.cit.

7 Pozioù diwezhañ Sizhun ar breur Arturo, emb. Al Liamm, 1949 & 1971.

8 Laouen on ho pije graet ur veaj mat hep trubuilhoù hag ho pije kavet ho mamm hag o familh yac’h mat. Gwelet a ran ho po tro d’ober ho deverioù relijiel en ho pro ha krediñ a ran e tiwalloc’h da nonpas ofañsiñ Doue.

9 L’Union Maritime et agricole, 7 avril, 1918 & Kroaz ar Vretoned N°267, 14 a viz Ebrel 1918

10 Lizher Jakez Kerrien da Y. Drezen d’an 21 a viz Gouere 1921.

11 Lizher Jakez Kerrien da Y. Drezen d’an 21 a viz Du 1921

12 Lizher Olier Mordrel da Youenn Drezen, 14 a vie Ebrel 1924.

13 Lizher O. Mordrel da Youenn Drezen, 8 a viz Kerdu 1924.

14 Hawthorne (Nathaniel), The great Carbuncle, 1835.

15 Lizher Bernard Kergoat da Youenn Drezen,, 29 a viz Gwengolo, 1929.

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin