Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Rakskrid danevelloù Youenn Drezen : “Pellgent Loc’h Laoual”

Neb a lak e fri en oberenn lennegel Youenn Drezen a zalc’h soñj da gentañ eus e bevar romant : Intron Varia Garmez (1941), Skol Louarn Veig Trebern (1972), An dour en dro d’an inizi (1932), Sizhun ar breur Arturo ( 1947). Daou anezho zo pikolioù romant, daou all romantigoù tost a-walc’h eus doareoù an danevell.

Danevelloù Drezen n’eus ket bet roet plas dezho e-giz vez gleet en istor al lennegezh vrezhonek modern. Meur a abeg a zo da-se : an hini pouezusañ moarvat eo peogwir e oant strewet e nouspet kelaouenn diaes da gaout. An eil eo peogwir n’en deus ket fogaset e skridoù berr a zo chomet dindan skeud e bennoberennoù.

Nevez zo en deus fiziet ennon mab Youenn Drezen renabliñ e baperioù. Kentañ tra am eus graet eo diskrapañ e-barzh da c’houzout hag eñ n’en doa ket lezet war e lerc’h oberennoù diembann.
Nebeut a zo met bez ‘zo !

Pa ‘z eo aet war hent ar skritur adalek ar bloaz 1917, Youenn Drezen en deus lennet kalz, troet kalz, embannet nebeut-tre. Kontet en deus en e baperioù personel penaos e oa diaes dezhañ tremen eus e vrezhoneg komzet er Vro Vigoudenn d’ar brezhoneg skrivet hervez mod Bro Leon. 

« En amzer-se e verve em empenn kant ha kant danvez, mat da welaat va doare-skrivañ. Testenn ur pezh-choari e tri arvest, un danevell diwar-bouez martoloded an amzer-vremañ, unan all vras diwarbouez ar Fontanella, an hini a zismantras Penmarch ; mennadoù men deuz tridet alies ganto va chalon, pa’z aen da vale war an aod tomm-heoliet, pe war menez ar veilh-vor war zu feunteun Kerleger dindan eun oabl o lugerniñ gant stered diniver ».

En e baperioù e kaver meur a raktres, a bajennoù kentañ, a notennoù taolet war baperioù bihan, met netra peurlipet. Skrivet en deus da skouer un danevell « Ar bleizi alouberien » a zo barnet kriz gant e lennerien gentañ : Jakez Kerrien hag Olier Mordrel : « Petra vern kaout ijin hag anaout mat ar geriadur ma ne ouzor ket reolennou ar yezadur ? », « C’est une oeuvre de toute jeunesse. Relis là. Extrais en les éléments qui te sembleront intéressants.Utilise les dans une trame et une rédaction complètement nouvelles. A mon sens, il y a peu à garder de la rédaction actuelle ».

Digalonekaet Drezen zo aet war an troidigezhioù : Ar skarbouklenn vras, gant an amerikan Hawthorne, Ar Bersed gant Eschyle, Prometheus ereet,  « War varc’h d’ar mor » gant an Iwerzhonad Synge, Priñsezig an dour gant Totman, Per ar c’honikl gant Beatrice Potter…  hag all . 

Eus e skridoù kentañ hon eus dalc’het div zanevell. Ki Magnus, savet e komz plaen diwar barzhoneg hir Sully-Prudhomme a ziskouez penaos eo bet troet e spered gant danvez marc’hegeien ar Grenn-Amzer. Lennadenn ar Barzhaz Breizh, troidigezhioù Mac Pherson, Cervantes a ziskouez splann e oa kazi strobinellet gant an amzer-se. Ne bado ket, rak buan gant e vicher kelaouenner er C’hourrier du Finistère e teu dezhañ skridoù war ar vuhez bemdeiz en deus anavezet mat pa oa o labourat e ti ur marc’hadour gwin eus Ar Gelveneg pe e ti ur poltretour eus Pont ’n Abad er bloavezhiou 1917-1918. Eno e tarempred a dost buhez kalet ar vartoloded.

Diwar-se e teuyo teir danevell. Div anezho embannet e 1954 a zo bet roet deomp e-giz tammoù eus ur romant a oa en e benn « Rozenn ar Gelveneg ».

An hini all bet skrivet e penn kentañ ar bloavezhioù 20 « Porzh » a zo dibar e meur a geñver. Dezrevelliñ a ra aergelc’h ur porzh pesketañ abred eus ar mintin pa ya ar vartoloded d’ar mor, ar merc’hed d’ar fritur, ar vugale d’ar skol, ar vicherourien d’ar chanter. Frazennoù berr, nerzhus, modern kenañ par da zoare Joyce da skrivañ. Kement elfenn eus buhez ar porzh a zo lakaet dirak hon daoulagad e-giz ma vijemp e-kreiz ar jeu : livioù, trouzioù, garmioù, frondoù, blazioù… ma nije kendalc’het e-giz-se e vije bet al lennegezh vrezhonek e-touez ar re vodernañ eus ar bed. 

Siwazh n’eus deuet digant e bluenn nemet un tenn, met pebezh teñzor !

Pelloc’h adalek ar bloaz 25 e vo Drezen dindan daou levezon : Hini rener ar c’hourrier, ar chaloni Cardaliaget, c’hoant gantañ kabestrañ pluenn e gelaouenner pa n’eo ket kristen a-walc’h anezhañ. Ne embanno er c’hourrier nemet ur gontadennig Nedeleg « Nosvezh nedeleg Loeizig ».
Seurt lennegezh, blaz ar c’hozh gante ne oant ket ouzh doare Roparz Hemon, rener Gwalarn. 

« Ezhomm ebet d’hol lennegezh heuliañ an hentoù kozh. Ur wech dichadennet, tachenn ebet a vo ec’hon a-walc’h eviti …Ha ma n’eus mui anv ganti eus al lanneier alaouret, hag eus tour dantelezhet an iliz, petra vern ? ».

Bouetet e oa spered Drezen gant ar bed kozh anat eo, met dre e studioù en doa digoret meur a brenestr war bedoù lennegel all. Ha kement-se a zedenne Roparz Hemon en deus heñchet anezhañ da sevel troidigezhioù da gentañ penn evit Gwalarn.

Youenn Drezen, ne skrivo e-barzh gwalarn nemet ur gontadennig verr « Mintin glas ». « An dour en dro d’an inizi » e zanevell hir gentañ a zo dindan stumm ur romantig a seblant deomp gwall fur ha klasik da genver ijin ha yezh, zoken ma gaver e-barzh nevezentioù a-bouez e-giz taolenn ar garantez etre daou zen yaouank ha pouezh an arz e-giz lusk ar vuhez.

Ha padal e troe e-barzh e benn kontadennoù poblek faltazius : Pellgent Loc’h Loual pe Ar C’hloc’h aour, a vo embannet pelloc’h ha lec’h all, hag aze e weler mat e vije bet un andon puilh evit hor skrivagner a chome stag dre e yezh hag e spered eus ar sevenadur hengounel.

Gout a ouier penaos en deus taolennet bed e yaouankiz en e romant Skol louarn Veig Trebern,

Taolioù esae en doa graet en a raok : « Skrapadeg avaloù treougi » er gelaouenn War zu ar Pal e 1938 ha Foenneg an dourig kozh e 1957.

An danevell dic’hortoz a gaver en e zielloù eo hini ar Soudard Berthelot. Mont a ra Drezen er maez eus e dachenn voutin, ha eñ da vont war zu ar politikerezh. Lakaat ar ra ar fedoù da zegouezout e nedeleg 1940, pag emañ soudard war al linenn Maginot. Hervez ul lizher bet embannet gant dihunamb e 1940, en doa soñj skrivañ e eñvorioù brezel « Hent ar vered ». N’eus chomet netra en e zielloù, marteze eo bet re enoüs ar « brezel drol » ha n’en doa netra da gontañ ! Met chom a ray eus an amzer-se un iskiz a zanevell chomet diembann.

A-beb seurt neuze a gaver en torkad danevelloù-mañ, pell eus doareoù e gamarad bras Jakez Riou. Met seul binvidikoc’h a-se eo e zanevelloù, a-fet yezh, a-fet doujañs evit ar sevenadur pobl, a-fet anaoudegezh don eus e vro. Diskouez a ra ur wech ouzhpenn eo dinamm e oberenn lennegel eus ar pezh eo bet lakaet da sammañ diwar un dornadig pennadoù kelaouennerezh e-pad ar brezel.  Gant  ar Soudard Berthelot e tiskouez splann eo tomm e galon ouzh ar Vretoned kar-o-bro. Broadelour e oa penn-kil-ha-troad, met n’en deus ket lakaet e anv morse er P.N.B.. Kelaouenner eo bet koulskoude er gelaouenn l’Heure Bretonne, kelaouenn ar P.N.B., kement ha gounid e damm greun ur wech disoudardet. Daoust dezhañ magañ pajennoù sevenadurel ar gelaouenn zo deuet gantañ un dousennad pennadoù n’omp ket mui evit degemer hiziv.  Dindan levezon aergelc’h ar gouzalc’hidigezh ha bruderezh diehan ar stad c’hall enep De Gaulle, ar Saozon hag ar Yuzevien ez eus kalz speredoù a zo troet kamm. Siwazh deomp an hevelep mennozhioù eus an tu dehou pellañ a zo oc’h en em silañ en-dro e speredoù an holl Europeaniz hiziv an deiz. Ra chomo ar vrezhonegerien er-maez eus an distruj speredel-se pelloc’h.

Tañvaomp hep muzul an unnek danevell-mañ, test eus hent troidellek ur skrivagner breton en ur c’hantved kamm diwar re a feulz.

Embannet e-giz rakskrid d’an embannadur “Pellgent Loc’h Laoual” ha danevelloù all, gant Al Liamm e 2020.

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin