Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Kentañ barzhoneg Roparz Loeiz Hemon

O furchal e dielloù Youenn Drezenn eo bet ur misi din lenn an hanter kant lizher bet kaset d’ar skrivagner bigoudenn gant Jakez Kerrien, paotr Sant Tegoneg. O daou o doa liammet darempredoù stank e kloerdi Miranda-de-Ebro e Bro Spagn, o poaniañ asamblez da zeskiñ da vat o yezh-vamm.

Dre zigouezh eo en em gavet Jakez Kerrien ha Louis Nemo  en 35ved rejimant kirri-arsailh e Gwened. « Quand jai rencontré Nemo, c’était déjà un grand amateur des choses de chez nous, mais il était loin d’être le fervent daujourdhui. Cest dans nos petits entretiens … que nous nous sommes confié nos idées et comme il arrive toujours dans ces tête-à-tête, nous en sortions un peu plus breton chaque fois ».

Setu pezh a skrive Kerien da Zrezen e miz Gouere 1921. D’ar mare-se e oa darempredoù tost gant an tri mignon Riou-Drezen-Kerrien war dachenn al lennegezh. Pep hini a gase barzhonegoù pe komzoù plaen d’ar re all da gaout o ali.

Louis Nemo eus e du a oa o kiañ da zeskiñ da vat ar brezhoneg, e-pad e amzer soudard ha goude e Pariz. Moarvat eo bet deuet mat Jakez Kerrien dezhañ rak kas a ra dezhañ ur varzhoneg an 12 a viz Du 1921.

Klev

Hor bag a oa distur, hor gwern a oa torret
Ha chomet omp dinerz, douget gant al lano
War an donvor, difinv, o sellet tro-war-dro
Ouz ar c’hoummou du-pod, ouz an oabl distered.

Kluchet e strad ar vag, pell amzer omp chomet
Braz digor hol lagad – an avel oa maro-
Stouet hor penn – an ear a oa yen ha distro-
Pell omp chomet difinv, hag an deiz ‘ zo savet.

Hag an deiz ‘ zo savet, dilugern ; mes a-bell
Eun douar dru a oa ledet war an dremwel.
Kerkent he deus tridet hor c’halon en hor c’hreiz

War-bouez roenvat, d’an noz ; n’eur fiziet eun enez
Yen ha kraz ; eur gwasket a-boan ‘vit an nozvez
Hag antronoz hon eus roenvet a-hed an deiz.

Ha roiñ a ra deomp Jakez Kerrien, an displegadenn ‘zo bet kaset dezhañ gant Louis Nemo

« Mat pe fall, eur skeudenn eo -emezañ- euz ar re a striv hag a boagn evit Breiz, hag a gred eman tost o hunvre da zont da wir hag a gav en un taol int bet gwall douellet hag a zalc’h da striva ha da boania evelkent ». Ne c’houlenn ket e ali gant Kerrien avat, n’eo ket doare an den. Deskiñ a reer el lizher-se n’emañ ket Louis Nemo e darempred gant tud Unvaniez Yaouankiz Breiz d’ar mare-se : « Koumananti a reio da Vreiz Atao » a skriv Jakez Kerrien.

War a lenner e lizheroù Kerrien, hemañ dre e anaoudegezh don eus ar brezhoneg en deus bet pouez war Louis Nemo da dommañ ouzh ar yezh en doa klevet gant e dad kozh ha gant mitizhien e familh e Brest. N’eo ket bet embannet gantañ ar varzhoneg-se, din da c’houzout ha ne anavezer ket skrid ebet digant Louis Nemo e 1922, lec’h e oa oc’h heuliañ kentelioù saozneg er Sorbonne e Pariz met ivez kentelioù brezhoneg diouzh an noz gant Yann-Eozen Jarl e Kelc’h keltiek Pariz. Pierre Laurent neus roet e desteni war an amzer-se el levr Roparz Hemon bet embannet e 1990 gant « Dalc’homp Sonj ».

« Il venait s’asseoir à côté de moi…il semblait n’avoir rien à apprendre pour lui même et m’entretenait souvent a mi-voix avec une certaine volubilité… Il se faisait souvent dans nos entretiens l’apôtre de Breiz atao »

Bourrañ a ra eus spered Breiz atao rak kentañ skrid a emban eo e kelaouenn Unvaniezh Yaouankiz Breiz d’ar 15 a viz genver 1923. Dibab a ra un anv bluenn Roparz Loeiz Hemon. Gouzout a reer eo Hemon, tregejad Nemo, breizhekoc’h moarvat eget Nemo. N’helle ket implijout an anv bihan a oa e hini Loeiz dre ma oa re anveet Louis Hemon, Brestad e-giztañ hag oberour mil vrudet  Maria Chapdelaine, ul levr en deus graet berzh dre ar bed-a-bezh.

Setu perak da gentañ penn en deus implijet an daou anv bihan Roparz ha Loeiz. Pelloc’h e miz Eost 1923 e vez graet Loeiz Ropartz Hemon outañ evit ur pennad war Breizh hag ar bed. Diskouez a ra mat n’en doa ket graet e soñj da vat c’hoazh war e anv bluenn.

Daou bennad a vo c’hoazh dindan an anv Roparz Loeiz Hemon, unan war Gandhi e niverenn miz Genver 1924 Breiz atao. N’eus nemet e miz C’hwevrer en deus implijet evit ar wech kentañ an anv Roparz Hemon evit sinañ e bennad « Lennegez », da dra ma sin er memes niverenn un droidigezh eus ur pennad saozneg dindan an anv Roparz Loeiz Hemon.
Adalek an nevez amzer 1924 ne implijo nemet an anv Roparz Hemon. N’em eus kavet displegadenn ebet eus ar perak en doa dibabet Roparz da anv kentañ. Un dra zo sur pa neus skrivet Langleiz anv Roparzh Hemon gant ZH da genver an teuliad en doa kaset da « Emglew ar skrivagnerien » e 1936, eo aet e fulor an den, ne oa ket evit gouzañv e vije bet cheñjet e anv bluenn. Pelloc’h pa zegemero ar skritur peurunvan, ne gemmo netra, er c’hontrol da Roperzh er Mason a lak ur ZH d’e anv bluenn.

E Breiz Atao, a-raok na vije bet krouet Gwalarn en nevez Amzer 1925, ne skriv Roparz Hemon nemet pennadoù teorikel. Ar varzhoneg « Klev » eo an hini nemeti a anavezomp a-drugarez da Jakez Kerrien. Gouzout a ouzer memes tra en deus skrivet ur pezh c’hoari evit strollad Kelc’h keltiek Pariz. C’hoariet eo bet « Lina » d’an 22 a viz Genver 1924 e Pariz.

Deomp bremañ gant temoù pennadoù kentañ Roparz Loeiz Hemon. 

En e varzhoneg da gentañ-penn e kaver tem klask ar baradoz « an douar dru ». Emañ war ur vag he deus kollet he hent hag a ya den ne oar pelec’h. Kollet eo da vat pep spi gant ar verdeidi pa zegouezh digoriñ an dremwell war un tamm douar. N’eo ket ar baradoz koulskoude hag e ranko an dud kollet kemer o roeñvoù da glask o Zir na n’og pelloc’h.
A-benn ar fin, pa seller eus buhez Roparz Hemon e weler mat en deus tizhet dre deir gwech ur seblant bed nevez degemerus : bed Gwalarn, bed ar Framm Keltiek hag ar bed keltiek en Iwerzhon, ha roeñvat en deus graet forzh pegement da gerzhout war du ar pal, hep tizhout anezhañ morse. Ur seurt roc’h Sysiphe en deus bevet a-hed e vuhez.

Dedennet on bet ivez gant e skrid kentañ e Breiz Atao. « An diouganer » eo bet lakaet da ditl evit pezh eo e huñvre. Lakaat a ra en a-raok un diouganer, ur seurt Arzhur a gas d’e heulh ar Vretoned nes gouzout re perak. Setu int d’ober aon d’ar C’hallaoued a zistro d’o bro. Nemet ‘benn teu an diouganer war harzhoù ar reter, leizh a ziskibien d’e heul ez eus mindrailherezed o kruñchañ tan. Setu aloubet ar vro en dro. « Marv e oa pep tra, nemet an Esper…e kalon tud an Arvor ».

Hag en ur goudeskrid e tispleg R.L. Hemon « Nag a hunvreerien a zo bet en hon touez…N’eo ket dre brezegennoù goullo na dre an dispac’h kennebeut e vo saveteet hor bro nemet dre al labour hag an aked, pep hini oc’h ober e lod war un dachenn merket mat ».

N’eus ket da glask pelloc’h, pal e vuhez a oa termenet evit ar wech en e skrid plaen kentañ o roiñ un heklev fromus d’e varzhoneg « Hag antronoz hon eus roenvet a-hed an deiz… »

Bernez ROUZ

Gouere 2022

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin