Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Osian e Breizh (Al Liamm N°462) 2024

Deuet e oa soñj din da genver Gouel al levrioù e Karaez sevel ur gronikenn Teñzor ar brezhoneg skrivet diwar-benn levezon Ossian, ar barzh kaledoniat brudet gant Macpherson war al lennegezh e brezhoneg. Souezhet on bet, o welet penaos n’eus ket bet troet barzhoneg ebet e brezhoneg eus un oberenn he deus roet lañs d’ul lusk lennegel dibar en Europa hini ar romantelezh. Dibaoe labour Macpherson o deus troet kein an arzourien ouzh ar glasikelezh bouetet gant mojennoù kozh ar C’hesianed hag ar Romaned. Diwar skouer Macpherson eo degadoù a Europeaniz a zo aet war glask roudoù ar pobloù kentañ eus Europa. E Breizh eo diwanet diamantoù ar Barzhaz Breizh diwar al lusk-se met ivez dastumadegoù kanaouennoù ha kontadennoù pobl a ya d’ober dibarelezh ha pinvidigezh hor glad lennegel eus an XIXved kantved.

Pelloc’h e klaskimp gwelet penaos o deus strobinellet gwerzioù Macpherson anvioù bras ar bed arzel en Europa, koulz e Bro-C’hall hag e Breizh. 

An eurvad meus bet da gavout e-touez paperoù Youenn Drezen un droidigezh eus Kanaouennoù Selma unan eus ar pezh barzhoniezh brudetañ e dastumad Macpherson. Diechu e oa an tamm, setu m’eus kavet brav peurlipat al labour kement ha kaout evit ar wech kentañ un droidigezh glok

eus ur son bet dastumet ha kempennet gant ar barzh skosad.

E 1760, pa embann 15 gwerz dindan an anv ”Fragments of Ancient Poetry collected in the Highland of Scotland” e ra berzh diouzhtu. Pell-mat emaomp eus doareoù ar glasikelezh : taerder, brezel, karantez kriz, klemmganioù a ya tre gant dremmwelioù an natur e Bro Skos. Met nerzh barzhoniezh ar c’hanaouennoù a zeu eus o c’heltiegezh don : pa yeer gant ar skrid ez eus dalc’hmat kemmesk hirvoud an tremened, birvidigezh ar c’hempred ha rakgwel un da-zont burzhudus. Diwar o stumm a seblant eeun hag aes, e vez gweet troellennoù ene ar Gelted gant gwerzioù Macpherson.

Kerkent embannet e Bro-Skos e vez anv eus ar varzhoniezh-se e kelaouennoù lennegel Londrez ha Pariz. Rak an uhel-speredoù e kêrbenn ar goulou a zo troet ken kenañ war-zu Rouantelez Breizh-Veur, lakaet da skouer an demokratiezh d’ar mare-se. E miz gwengolo 1760, meur a werz a zo troet ha n’eo ket gant forzh piv : Turgot a vo ministr Loeiz XVI diwezhatoc’h, Diderot an hini brudetañ eus an ensiklopedisted ha Suard eus akademiezh Bro-C’hall. Hemañ a zispleg sklaer perak eo dedennet ar vegenn eus ar skrivagnerien gant seurt barzhoniezh : ” La langue sauvage ne peut rendre aucune des idées abstraites dont la langue perfectionnée fait un si grand usage. Il me suffit d’avoir fait sentir qu’un peuple, dont la langue est pauvre, et qui n’a fait aucun progrès dans les arts, doit faire un emploi fréquent des figures et des métaphores et que la grandeur et la multiplicité des images, la hardiesse des tours et une sorte d’irrégularité dans la marche des idées, doivent faire le caractère de la poésie”.

Kerkent hag embannet e sav chikan : hag a orin poblek eo ar c’hanaouennoù gouezeleg bet embannet o zroidigezh gant Macpherson ? E Bro-Skos e kaver mouezhioù evit nac’hañ krenn e c’hellfe bezañ eus gwerzioù gouezeleg a-seurt-se. Lod a lavar ar c’hontrol. Kinnig da Macpherson e ra an Highland Society, kenderc’hel gant e enklask. Setu eñ en hent da roiñ korf d’e zastumadeg.

Sklaer eo ez eus skridoù gouezeleg kozh o deus servijet da Macpherson. Met hemañ ne oa ket ken barrek-se d’ober gant rannyezhoù ar gouezeleg. Faziet en deus war e droidigezhioù, darn eus ar pennadoù n’int ket bet troet gantañ peogwir ne gomprene ket anezho. Setu, savet en deus gwerzioù o kemer tammoù eus meur a hini, ijinet en deus re all. N’eo nemet e 1807 e vo embannet skridoù gouezelek lod barzhonegoù lakaet dindan anv Osian.

E raklavar an embannadur kentañ e skriv  ”Diwar-benn talvoudegezh lennegel an tammoù gwerzioù-mañ n’hellan ket lavarout netra amañ. Lezomp al lennerien ober o mennozh ha barn. Soñjal a reer dre un enklask pizh ha don, ez eus enno liv dibar ijin re gozh ar vro lec’h int bet dastumet, hag int ken talvoudus hag ar pezh a lenner hiriv dre ar bed.” 

Digredus eo penaos en deus graet berzh labour Macpherson en Europa a-bezh. Ganet eo ar romantelezh diwar al lusk-se. E rouantelezh ar Frañs, er c’hontrol, Voltaire deuet da vezañ gourou an intellektualed, en deus graet goap eus barzhoniezh Osian da vare e embannadur klok. Den war e lerc’h, ne grede ket ken diskouezh bezañ tomm ouzh barzhoniezh Macpherson.

En Itali, er c’hontrol, en em vod kelc’hioù osianek, pezhioù c’hoari, operaioù a vez savet. En Alamagn, Herder ha Schiller a lak war raok ar varzhoniezh poblek da dra ma implij Goethe kanaouennoù Selma en o hed en e romant brudet Die Leiden des jungen Werthers (1774). E bed ar sonerezh, Schubert, Brahms, Mendelssohn a sav tonioù ha dreist holl Van Beethoven bet skrivet gantañ 179 kanaouenn geltiek awenet gant Osian. E Breizh-Veur, Blake, Coleridge, Wordworth a skriv mileroù a werzennoù osianek ha pelloc’h e vo awenet ar c’hoarezed Brontoe gante.

E Bro c’hall, eo gant dale en em dommer ouzh barzhoniezh Osian. Napoleon a vourre eus ar barzh kaledoniat, setu ma zo bet un nebeut barded ofisiel eus ar impalaouriezh o skrivañ gwerzennoù osianek a nebeut a dalvoudegezh. Pelloc’h eo e weler Lamartine, Hugo, de Vigny, de Musset, Georges Sand anvioù bras ar romantelezh gall o roiñ ton da Osian. Met an hini en deus graet ar muiañ evit brudañ barzhoniezh Osian eo ur Breton, Alphonse de Châteaubriand !

E Bro-Saoz en deus dizolet Osian pa oa en harlu e-pad an dispac’h. E kement levr diwar e zorn e ra menneg eus Osian e-giz er Genie du Christianisme : 

” Dindan brug kaledonia, peder maen goloet a van a verk bez brezelourien Fingal. Oskar ha Malvina a zo tremenet, met n’eus netra cheñjet en o bro dienez. Plijout a ra d’ar meneziad skosad kanañ gwerzioù o hendadoù”. Sikour a ray da embann oberennoù klok Osian e galleg e 1794.

E Bro-Vreizh eo Jacques Cambry a ro ton evit ar wech kentañ d’ar gwerzioù ha d’ar c’hanaouennoù hengounel. Penn gallek emañ-eñ met gober a ra tro Penn-ar-bed e 1794 ha 1795 gant ur jubennour. Sed e ro deomp un tañva eus un nebeut kanaouennoù. Met dipitet eo an den a grede dezhañ kavout e Breizh gwerzioù doare Osian. Dre ma ne ouie ket brezhoneg n’helle ket evel-just kas ul labour enklask sirius war raok.

Embannadur mammennoù gouezelek Osian e 1807 e Bro Skos a lak ur Roazhonad, ezel eus Ensavadur Bro-Frañs, Pierre-Louis Ginguené da roiñ e santimant war an tabut a lak labour Macpherson da vezañ pismiget pa n’eo ket distrujet gant lod. Evit Ginguené n’eus douetañs ebet ez eus mammennoù gwirion da ganaouennoù Ossian.

En Akademiezh keltiek ez eus bet savet ur goulennadeg da glask rastellañ kanaouennoù kozh. Mont a ray an tenn d’ar c’hleuz.

Met klask ar skridoù kozh hengounel eus Breizh a zo war spered meur a zen. An abad norman Gervais de la Rue a embann e 1817 e enklask war varzhed ar Grennamzer. Kaoz a zo eus romantoù an daol grenn, eus al laeoù, eus ar Vretoned stalied e Breizh-Veur da heulh aloubadeg Gwilhou Normandi.

Roiñ a ra da anaout gwerzennoù Chaucer en e levr The Canterbury Tales :

Thise old gentil Bretons in hir dayes

Of diverse aventure maden layes,

Rimeyed in hir firste breton tongue,

Which layes with hir instrument they songue

In Armorike that called is Bretaigne.

” Jentil e oant, Bretoned an amzer gozh

Eus o darvoudoù o deus graet laeoù

Savet en o yezh vrezhonek

Eilet gant o binvioù sonerezh

En Arvorig anveet gante Bretaigne.”

Trawalc’h evit lakaat ar glaskerien da vont breskenn ha sachañ o evezh war un teñzor chomet en amc’houlou. Pep lec’h en Europ emeur o klask roudoù eus ar sevenadurioù kozh. Daou seurt emzalc’h a vo, ar re a zastum ar c’hanaouennoù pobl hag ar re a sav barzhonegoù o lakaat da grediñ ez int roudoù eus skridoù kozh-Noe : Iolo Morgannwg e Bro Gembre, Walter Scott e Bro Skos, Clotilde de Surville e Bro C’hall, Olivier Basselin e Bro Normandi, Hanka e Bro Voemia, hag an Altabiçaren Cantua bask bet roet sañset d’hor c’henvroad La Tour d’Auvergne pa oa o vrezeliñ e Bro Spagn.

Ne vern, rouedoù a vez taolet pep lec’h ha diwar-se e teuyo war wel pinvidigezhioù hengoun poblek meur a yezh en Europa. Er c’hentañ kelaouenn lennegel breton Le Lycée Armoricain e veneger Osian aliesik : ”Bro Island ha Bro Kaledonia o deus roet d’an Europ Osian hag an Edda, evit diskouezh mammennoù lennegezhioù all er broioù yen disoñjet gant doueed ar varzhoniezh”.

Met ar pezh a gont eo ez eus bet e Breizh meur a zastumer, broudet gant lusk Osian, evit skrivañ kanaouennoù, sonioù ha gwerziou ar vrezhonegerien. Aymar de Blois, An Itron de Saint-Prix, Itron Nizon, Ledan, de Pengwern … ha Kervarker.

Hemañ en deus lennet labour Gervais de la Rue ha lakaet war e goch e oa da skrivagnerien Bro- Vreizh d’ober enklaskoù evit rentañ enor d’o bro. Eus un tu all Emile Souvestre a lak embann ur pennad a-bouez war varzhoniezh poblek Breizh e 1834.

Pa sav an tabut diwar-benn ar Barzhaz Breizh e tegaser war wel ar sach-blev a oa bet diwar-benn Osian. E vel e ra Fañch an Uhel gant kentelioù ur c’helenner eus Pariz Villemain pa ziazez e breder war ar c’homision a Vro-Skos en deus rentet e ali e 1800 :  ”Bez ez eus bet eus ar varzhoniezh a oa anveet dre an Highland a-bezh met Macpherson oa boas da stankañ an toulloù er pezh en doa dastumet, liammañ ar pozioù, sevel pozioù nevez, troc’hañ gwerzennoù, eeunaat ar yezh ha renkañ ar skrid  hervez doareoù eus ar c’hiz modern”.

Francis Gourvil en e dezenn, ur gwir kroaziadeg a-enep labour Kervarker, a lavar eus e du  eo ur mestr oberenn evit hoalañ ha touellañ lennerien an XIXved kantved. N’o deus ket bet ”pennadoù kamm” ar Barzhaz Breizh levezon bras ebet war al lennegezh europat, pell-tre eus levezon Osian

-emezañ-. 

Gout a oar an nen penaos eo bet e labour rinkinus taolet d’ar broenn dibaoe. Da gentañ dre ma n’eus ket dalc’het kont eus labour ar c’hlasker Ruaraidh MacThòmais gouezeleger a-vihanig en deus dielfennet e 1952, en un doare skiantel, labour Macpherson. D’an eil, dre ma neus ket labouret war garnedoù dastum Kervarker, al labour graet diwezhatoc’h gant Donatien Laurent.

Gouzout a reer ivez, nevez ‘zo, diwar dezenn Laurence Berthou-Becam war an enklask Fortoul e XIXved kantved en deus kempennet Fañch an Uhel ar gwerzioù hag ar c’hanaouennoù pobl bet dastumet gantañ

Ne vo souezhet dastumer ebet gant an anadenn-se. Neb a zastum a drap meur a zoare evit pep ton, evit pep kanaouenn. Anavezout a reomp trizek gwerz ”Bosenn Eliant” da skouer. Lod diechu, lod gant toulloù, lod gant anvioù-lec’h disheñvel met sklaer eo o deus an hevelep orin. Penaos soñjal, en amzerioù kent, pa ne oa ket troet ar sperejoù gant ur skiantelezh dinamm, pa zifraost tud ‘zo tachennoù dianav d’an holl, ne vije ket troet Macpherson e-giz Kervarker e-giz Luzel da roiñ deomp ar pep gwellañ eus ar pezh o deus klevet meur a wech.

Distroomp da Osian e brezhoneg. Moarvat eo abalamour d’an tabut n’eus bet den o klask troiñ Osian e brezhoneg. Roparz Hemon en deus kavet gwelloc’h troiñ pennadoù kozh lennegezh Iwerzhon e brezhoneg adalek niverenn gentañ Gwalarn. Oisin, anv gouezelek Osian, a gaver en danevell Diarmuid ha Grainne adalek niverenn gentañ Gwalarn. Setu n’eus ket talvezet dezhañ moarvat, goulenn gant Youenn Drezen, peurlipat e labour troiñ en doa boulc’het e penn kentañ ar bloavezhioù 1920.

Kavout a rae din e talveze ar boan roiñ da dañva d’ar vrezhonegerien blaz Osian e brezhoneg. Kement hag ober meus peurechuet troidigezh Kanaouennoù Selma gant sikour Tudual Huon, deomp da gaout da vat ur pezh klok eus labour Macpherson.

James Macpherson

Kanaouennoù Selma

Steredenn ar serr-noz ! Kaer eo da luc’h er gornôg ! Sevel a rez da benn didrouz a-us d’az c’hoabrenn, gorrek eo da gammejoù war an dosenn. Petra ‘ welez war ar gompezenn ? Tavet eo an avelioù-arnev. Eus a-bell e teu tonijenn ar froud. An houlennoù trouzus a bign war ar garregenn diamen. C’hwibu an abardaez a nij war o askilli bresk, safroniñ reont war an dachenn. Petra welez, sklerijenn gaer ?

Hogen, mousc’hoarzhin a rez ha kimiadiñ ! Diredek a ra ar c’hoummoù en-dro dit gant levenez : soubañ a reont da bennad blev karadek. Kenavo, bann sklerijenn sioul ! Ra savo sklerijenn ene Ossian.

Ha sevel a ra, galloudus. Me wel va c’heneiled tremenet. Bodet int e Lora e-giz en deizioù gwechall. Emañ Fingal o tont e-giz ur skourrad lugenn dourek ! En-dro dezhañ emañ e gaoured : ha sell ar varzhed kanourien, Ullin e vlev louet ! Ryno kran ! Alpin gant e vouezh melodius ! Gwerz flour Minona ! Na kemmet hoc’h va mignoned, abaoe deizioù banvez Selma, pa vize kenstrivadeg etrezomp e-giz etre aezhennoù nevez-amzer, pa nijont a-hed an dosenn, en ur stouiñ bep eil, ar yeotennoù gant ur c’hwiban dister.

Dont a reas Minona kenedus gant ur sell troet war-zu an douar hag ul lagad gleb gant an daeloù. Nijal a rae goustad he blev gant ur mouch avel a sailhe a-gaouadoù diouzh an dosenn. Ar C’haoured a veze glac’haret o eneoù, pa save he mouezh melodius. Gwelet o doa alies bez Salgar ha chomlec’h teñval Colma he askre gwenn. Chomet e oa Colma he-unan war an dosenn gant he mouezh kanus. Roet en doa Salgar e c’her da zont ; an noz avat, a ziskennas tro-dro. Selaouit mouezh Colma pa azezas hec’h unan war an dosenn !

COLMA

Noz eo, va-unan emaon, kollet war an dosenn, e-kreiz an amzer fall. Klevout a raer an avel war ar menez. Ar froud a sailh en traoñ gant ar garreg. Lochenn ebet evit roiñ  disklav din; dilezet on war an dosenn dindan an avelioù.

Sav loar ! eus a-dreñv da goumoul. Stered an noz savit ! Blein ac’hanon, O sklerijenn daved al lec’h m’emañ ma muiañ-karet o tiskuizhañ eus an hemolc’h e-unan ! e wareg en e gichen, distign ; e chas o tielc’hiñ en-dro dezhañ.

Amañ, avat, e renkan azezañ va-unan e-kichen karregenn kinviek an dour-red. Gant trouz bras e krosmol an dour-red hag an avel. Na glevan ket mouezh va muiañ-karet. Perak e tale va Salgar, perak e tale tiern ar menez.

Amañ emañ ar garreg, amañ emañ ar wezenn ! amañ emañ an dour-red trouzus ! Roet az poa din da c’her da vezañ amañ gant an noz ! Ah ! da belec’h eo aet va Salgar ! Ganit-te e kimiadin diouzh va zad, ganit e tec’hin pell diouzh va breur ourgouilhus. Ni zo bet pell hor gouennoù enebourien ; Ni n’omp ket enebourien, o Salgar !

Paouez un tammig, O avel ! Dour-red tav evit ma vo klevet va mouezh tro-war-dro ; evit ma vin klevet gant va gantrener. Salgar ! Colma eo a c’halv. Amañ emañ ar wezenn hag ar garreg. Salgar, va muiañ-karet ! me zo amañ. Perak e taleez da zont ! Sell ! dizoloiñ a ra al loar sioul. Lugerniñ a ra ar stêr er stankenn. Louet eo ar reier war an dinaou serzh, ne welan ket anezhañ war lein ar menez. Na deu ket e chas araozañ gant ar c’heloù emañ o tostaat. Va-unan e renkan azezañ amañ. 

Piv zo astennet war ar brugeg em c’hichen ? Va muiañ-karet ha va breur ? Komzit ouzhin o va mignoned ! Eilger ebet ne reont da Golma. Komzit ouzhin : va-unan emaon ! Me zo gwasket va ene gant ar spont ! Oh ! marv int ! Ruz eo o c’hlezeier ! emgann a zo bet. Oh va breur, va breur, perak ec’h eus te lazhet va Salgar ! Perak, O Salgar, ec’h eus te lazhet va breur ? Karet e oac’h ganin ho-taou ! Petra lavarin evit meuliñ ac’hanoc’h ? Kaer e oas war an dosenn e-kreiz mil all ! Spontus edo en emgann. Komzit ouzhin ; klevit va mouezh ; klevit ac’hanon paotred yaouank muiañ-karet ! Mut int, mut da viken ! Yen, yen eo o c’herc’hen tri-kramennet. O ! diwar ar garreg war an dosenn, diwar lein an islonk avelek, komzit, o anaon ar re varv ! Komzit, n’em bo ket aon ! Da belec’h oc’h aet da ziskuizhañ ? E pehini eus kevioù an dosenn e kavin ar re zo aet kuit ? N’eus ket an disterañ mouezh er c’haouadoù avel ; eilger dem-vouget ebet na glever er gorventenn !

Azezañ ‘ran, ankeniet ; gortoz a ran ar beure en ur leñvañ ! Toullit ar bez O c’hwi keneiled ar re varv. Na stouvit ket anezhañ avat, ken ne vo arru Colma. Nijal a ra va buhez ouzhin e-giz un hunvre ; perak chom war-lerc’h ? Amañ e tiskuizhin gant va mignoned e-kichen an dour-red hag ar roc’h tregernek. P’en em ledo an noz, pa savo an avelioù o mouezh uhel, va ene a nijo war o c’hwezhadennoù oc’h hirvoudiñ war dremenvan va mignoned. An hemolc’her a glevo diouzh e loch. Spontañ a ray met bourrañ ‘ray ivez eus va mouezh ! Rak flour e vo va mouezh evit va mignoned ; karet-dreist e oa he mignoned gant Colma.

Seurt-se oa da ganaouenn, Minona, merc’h Torman. Ruziañ rez un disterañ en ur ganañ. Redek a reas an daeloù abalamour da Golma hag hon eneoù a oa melkoni enno ! Dont a reas Ullin gant e delenn ! Roiñ a reas kanaouenn Alpin ; dudius e oa mouezh Alpin ; ur flamm-tan a oa ene Ryno. Nemet astennet emaint en ti strizh, tavet eo o mouezh e Selma. Edo Ullin o tistroiñ un devezh diouzh an hemolc’h, a-barzh ma kouezhas ar c’haoured. Klevout a reas o striv war an dosenn ; kuñv e oa o c’han, nemet trist ! Hirvoudiñ a raent war diskar Morar, ar c’hentañ eus bugale mab-den. Henvel a oa e ene ouzh ene Fingal ; heñvel a oa e gleze ouzh kleze Oscar. Kouezhañ reas avat, hag e dad a hirvoudas ; leun a voe daoulagad e c’hoar gant an daeloù. Leun a voe gant an daeloù daoulagad Minona, c’hoar Morar. Mont a reas kuit a-ziaraok kanaouenn Ullin e-giz al loar er gornôg, pa wel ar glav o tont hag a guzh he fenn kaer en ur goumoulenn. Me a eile Ullin gant an delenn : hag e savas kanaouenn an hirvoud.

RYNO

Tavet an avel hag ar glav ; didrouz ar c’hreisteiz. Torret ar c’houmoul en oabl. An heol hedro a red war an dosennoù glas. Ruz a-dreuz ar stankenn meinek e tiskenn dour-red ar menez. Flour eo da donigenn, O dour-red ! Flouroc’h avat, ar vouez a glevan. Mouez Alpin, ar c’hanour, an hini eo, oc’h hirvoudiñ war ar marv ! Stouet eo e benn oajet ; ruz e lagad gant an daeloù. Alpin, O kanour, perak, da unan war an dosenn didrouz, perak e klemmez-te e-giz ur skourrad avel er c’hoad, e-giz un tarzh-mor war an aod dizarempred ?

ALPIN

Va daeloù, o Ryno, a zo evit ar re varv ; evit ar re zo tremenet ez eo va mouezh. Bras e oas war an dosenn ; kaer e-touez paotred ar stank. Kouezhañ a ri avat, e-giz Morar ; azezañ a ray an hirvouder war da vez. An tosennoù n’anavezfont ket mui ac’hanout ; da wareg a chomo distign en da stavel.

Dilui e oas, o Morar, e-giz ur youc’h er gouelec’h ; spontus e-giz ul luc’hed-tan. E-giz an avel-stourm e oa da alan daer ; da gleze en emgann e-giz al luc’hed war an dachenn. E-giz ur froud war-lerc’h ar glav e oa da vouezh hag e-giz ar gurun war an tosennoù pellañ. Kouezhet ez eo kalz dre da zorn ; pulluc’het e vizent e tan da vuhanegezh. Pa deuez-te war da giz, avat, diouzh ar brezel, na peoc’hus e oa da valvennoù. E-giz an heol war-lerc’h ar glav edo da dremm ; E-giz al loar en noz didrouz : sioul evel gorre ul lenn, p’eo tavet an avel garmez.

Enk eo da di bremañ ! Teñval eo da chomlec’h ! gant tri gammed ec’h hedan da vez, O te hag a oa ker bras kent ! Pevar maen gant o fennoù kinviek a zo an eñvor nemeto ac’hanout. Ur wezenn rouez he delioù, geot hir o ”c’hwibanat” en avel a verk da lagad an hemolc’her bez ar Morar galloudus. A ! Morar ! Aet out d’an traoñ ! Mec’h mamm ebet da hirvoudiñ warnout ; plac’hig ebet da skuilhañ warnout he daeloù a garantez. Marv eo an hini a c’hanas ac’hanout, marv eo merc’h Morglan.

Piv, hennezh, a zo harpet war e vazh ? Piv hennezh, m’eo aet gwenn e benn gant an oad ; m’eo ruz e zaoulagad gant an daeloù hag a gren dre ma ya ? Da dad an hini eo, Morar ; an tad ma oas e vab nemetañ. Klevout a rae nevez eus da vrud er brezel ; Klevet a reas eus an enebourien a vize stlabezet ganit. Klevout a reas nevez eus brud Morar ; Perak ne dize ket klevet nevez eus e c’houli ? Leñv, O tad Morar, leñv, da vab avat ne glevo ket mui ac’hanout ; hag ar c’hoad teñval ne vo ket mui sklerijennet gant luc’h da direnn. Ne chom mab ebet war da lerc’h. Ar ganaouenn a viro da anv. An amzerioù da zont a glevo da zoare ; klevout a raint doare Morar, an hini a zo kouezhet.

Sevel a reas kalonad an holl ; Armin avat, e tarzhas ar c’hentañ e soroc’h. Eñvoriñ a ra marv e vab, kouezhet e-kreiz e yaouankiz. Tiern ar c’halmol tregernek, Carmor a oa e-kichen ar c’haour :

  • ”Perak e tarzh soroc’h Armin ? emezañ. Hag abeg ez eus da hirvoudiñ ? Ar c’han a deu, gant e donouriezh, da deneraat ha da laouenaat an ene. Heñvel eo ouzh ar vogedenn skañv o sevel diwar ul lenn hag oc’h en em ledañ war an diaz didrouz : diverañ ‘ra ar bleunioù glas gant ar glizh ; an heol avat a deu en e nerzh, hag ar vogedenn a deuz. Perak out-te trist, o Armin, Tiern Gorma, an enezenn kelc’hiet gant ar mor ?

Trist on ! ha n’eo ket bihan abeg va c’halonad ! Carmor n’ec’h eus kollet mab ebet ; n’ec’h eus kollet merc’h kenedus ebet. Bev eo ar C’holgar kadarn : hag ivez Annira, plac’h yaouank eus ar bravañ. Kreskiñ ‘ra skourroù da di O Carmor ! Armin avat a zo an hini diwezhañ eus e ouenn. Teñval eo da wele, O Daura ! Pounner da c’housked er bez ! Pegoulz e tihuniñ-te gant da sonioù ? ha gant da vouezh tonius ?

Savit avelioù ar rageost, savit ; c’hwezhit penn-da-benn ar vrugeg ! Dourioù red ar menbezioù, krozit ! Krozit arnevioù em brouskoajoù derv !

Treuz ar c’hoabrennoù roget, O Loar ! diskouezh a frapadoù da zremm glas ! Degas da’m spered an nozvezh trist pa varvas va holl bugale, pa gouezhas Arindal galloudus, pa dremenas Daura gaer ! Daura ma merc’h, kenedus e oas e-giz al loar war dorgennoù Fura, gwenn-kann evel an erc’h fresk, kuñv evel an avel-skañv. Kreñv e oa da wareg Arindal, herrus da c’hoaf er gompezenn : da selloù evel lusenn war an houlenn ; da skoed evel koabrenn ruz en tourmant. Dont a reas Armar, brezelour brudet, da glask karantez Daura ; ne c’hortozas ket pell ; brav e teue d’o mignoned.

Klemm a rae Erath, mab Ogdall, lazhet oa bet e vreur gant Armar. Dont a reas gwisket e-giz mab ar mor, kaer e oa e vag en houlenn, gwenn rodelloù e vlev ; seder e dal. ” Kaerañ maouez – emezañ – merc’h kenedus Armin !” E-kreiz ar mor ez eus ur garreg, war e gostez, ur wezenn gant frouezh ruz a weler a-bell. Eno e c’hortoz Armar, Daura. Dont a ran da ambroug e garantez a-dreuz ar mor dirollet.

Dont a reas ha gervel Armar. Ne respontas nemet safar ar reier. Armor, ma c’harantez ! ma c’harantez! Perak glac’hariñ ac’hanon ? Klev, mab Arnnart, klev, Daura an hini a zo o c’hervel ! Mont kuit war-zu an douar a reas Erath an treitour en ur skrignal. Sevel a reas he mouezh, gervel a reas he breur hag he zad. Ne oa Ne oa den evit dont war he sikour, na Arindal, na Armin.

Dre ar mor e voe klevet he mouezh. Diskenn a rae Arindal gant ar menez, sammet gant jiboez : strap ar biroù war e gostez, e wareg en e zorn, pemp mell ki d’e heul. Hag eñ gwelet war an aod, Erath an den kriz. Seizet e voe ha staget ouzh ur wezenn derv. Liammoù tev a gabestre e izili ; dougen a rae an avel e glemmichennoù.

Hag Arindal mont etrezek Daura gant e vag a-dreuz ar mor. Fuloret, Armar a denn ur bir gant pluñv-gris. C’hwiban hag eeun en e galon, O Arindal, ma mab, Mervel a rez e plas an treitour Erath. Kerkent e tihan ar roeñvoù. Dielc’hiñ a reas war ar garreg ha tremen. Pebezh glac’har, O Daura, pa ruilhas gwad da vreur ouzh da dreid.

Torret eo ar vag etre div gant an tarzhoù. Splujañ a ra Armar evit saveteiñ Daura pe en em goll. A-daol trumm e sav an avel diwar laez an dorgenn, lonket eo gant an tarzhoù-mor, ne vo ket mui gwelet.

Klevout a ran klemmoù ma merc’h, hec’h-unan war ar garreg skoet gant an tonnoù. Garmoù don dizehan. Petra ‘ c’helle ober he zad ? E-pad an noz e chomis war an aod, he gwelout a raen e damc’houloù al loar, E-pad an noz e klevis he garmoù. Kreñv e oa an avel hag ar glav a skube roz an dorgenn. A-raok gouloù-deiz e yae he mouezh war goazhañ hag hi mont da netra e doare ar gleizenn war yeot ar reier. Diviet gant ar boan e varvas ha te da-unan, o Armin ! Aet eo da get va nerzh brezel ! Aet da get va fouge e-touez ar merc’hed !

Pa sav an avel tourmant, pa goeñv ar mor an avelioù nort, e azezan war an aod safarus ha sellet ouzh ar garregenn dizeur. Alies pa ziskar al loar e welan spered va bugale. Spurmantiñ a ran anezho o kantreal, kaozioù kañvaus ganto. Ne sellont ket ouzhin ! Van ebet ne reont ouzh o zad. Trist on, o Carmor ha gwall don va foan !

Setu pezh a glever digant ar varzhed e-pad an devezhioù kan, pa selaoue ar Roue son an delenn ha kontadennoù an amzerioù kent. Diskenn eus ar menez a rae an dierned evit klevet an tonioù heson. Meuliñ a raent mouezh Cona, an hini gwellañ e-touez kantadoù a varzhed. Met deuet eo liv ar c’hozhni war va zeod, aet da hesk va ene ! Klevout a ran a-wechoù tasmantoù ar varzhed ha deskiñ a ran o c’han dispar. Met war goazhañ e ya va eñvor em spered. Klevout a ran mouezh ar bloavezhioù ! En ur vont gant an amzer e lavaront : ”Perak e kan Ossian ? Vo ket pell ec’h astenno en e di strizh ha ne vo barzh ebet evit roiñ ton dezhañ ”.

Troit bloavezhioù teñval, bloavezhioù dilevenez ! Ra zigoro bez Ossian rak aet e nerzh da get. Tavet eo son ha ton ; chom a ra ma mouezh e-giz un aezhenn a yud hec’h-unan war ur garregenn kelc’hiet gant ar mor pa dav an avel. War c’horre e c’hwiban ar man du ha sellout ouzh horjell ar gwez a ra ar martolod.

Troidigezh Youenn Drezen (lizherennoù eeun)

& Bernez Rouz (lizherennoù stouet)

gant skoazell Tudual Huon.

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

Les chants de Selma, in Ossian oeuvres complètes, Traduction par Auguste Lacaussade, Delloye, 1842. Lenn en linenn

Jean-Pierre Vinay (tr. Ronan Huon), Lennegezh skosek, in Tir na nog, 1946, N°2, pp 15-21 Lenn en linenn war lec'hiad an IDBE

J. Macpherson, The songs of Selma, embannadur 1773,  lenn en linenn