Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Brezhoneg Bigouden : Person Pornaleg gant Yann Guillamot

Personnage incontournable de l’ancien monde rural An Aotrou Person (Monsieur le recteur) a de tout le temps fait l’objet de plaisanteries de la part de ses paroissiens (Parrezianiz). Grand collecteur de la mémoire populaire Yann Guillamot a réuni quatre Koñchenn ( Histoire) dans un recueil introuvable les Koñchennoù de Yod-Kerc’h (Bouillie d’avoine), ce périodique iconoclaste des années 1970.
Person Skaer, Person sant-Yann, Person Pornaleg, Person Ploeur ( Les recteurs de Scaër, de St Jean Trolimon, de Plobannalec, de Plomeur) que l’auteur présente ainsi : Ur bevar a hironed evit an hevelep mision ! E Bro Aljeria e vez graet hiron eus an hini bet ganet diwar dimeziñ an trevadennour gant an henvroad. Em bro ivez e kantre, e-mesk ar gevredigezh, hag hironed d’an holl, kargidi an den ne oar pe mision…( Quatre personnage hybrides pour la même mission ! En Algérie on appelle Hiron ceux qui sont né d’union entre le colonisateur et l’autochtone. Dans mon pays aussi il existe dans la société des personnages hybrides chargé d’on ne sait trop quelle mission…)

Et le conteur de s’en donner à coeur joie sur le dos de nos braves écclésiastiques. Doue d’e bardono ! ( Que Dieu lui pardonne !).

Voici le texte intégral du Person Pornaleg (Le recteur de Plobannalec (Pays Bigouden). Suivis de quelques notes et des références indispensables.

Mae Louizig Skouarn gaoc’h bouzar kloc’h, a oa anezhi, diwech deiz preder he c’henbarrezianiz. Pag e o a dav dezhi da vintin ha diouzh an aeez kas ha degas war-hed ur chadenn hag ur strapenn ul loenez spontet a drouze an trouskennoù sec’h war he morzhadoù hag a horjelle d’un eil tu d’egile he zeved disasunet
evel d’un heskenn.
N’eo ket kement-se evid ar c’hwezh nag ar gweled nag ar c’hleved e tic’houzouged a-ziadreñv ar ridojeier d’o gedal o div, an eil e reizhañ he c’hammed war re eben, en o donemonea eus al laouer d’ar peuri.
Evid ar pezh, ha sur a-walc’h ar pezhioù a save en o arroudenn ne laran ket. Hag ar beuzel-se, a-barzh ma voe deuet da vont d’ar c’hlaoued, a lakae an dud da vez’, ket awenet-dreist mes teotet-hir.
An eil-vaer na teuas, karget a gefridi, da gaoud an intañvez daveteg he fennti, chigardet holl anezhañ, evel ur c’hi o fistoulañ en ul loñj-plouz re enk evitañ.
– Iche ! degouezhoud ‘ra dit bez’ gwelet e tro aze Per Mari ?
– ‘M eus ket digarez da zont bemdeiz sur…
– E rankez kaoud digarezioù evid dont hiziw neuze ?
– Beñ, ‘welet ket Mae louizig, ho puoc’h nag eo. Loret ‘vez ganti plasenn an iliz. Bremañ ‘ma ar “Saezon” hag ur bern tud ‘zo dre aze.
– N’eo ket diaesoc’h d’ar seurt-se selloud e pelec’h lakaont o zreid, eo ? Me rank ober, setu . . .
– Ya, sur a-walc’h… Mes, marteze, ni hon doa soñjet deomp ho pije gellet paseal dre draoñ ar vorc’h ha dre ar wenodenn voutin a-hed ar broenneg ? . . .
– Dre ar garn gozh-se ! D’ober an dro vras ! Da dapoud lammoù, da dorriñ ma c’houzoug… Na ne yan ket ! Ha ma buoc’h? ‘Vo tanet dezhi toud he favioù gant ar skoaselloù… Nann ! Nann ! Netra krenn !

Hag e yelas war e c’hiz paotr-e-gefridi-wenn, nec’het, da reiñ da c’houzoud da Guzul ar barrez an “Dalv ket deoc’h” oa bet disroet dezhan gant ar gozhiadez. Ha pephini d’ar gêr da labourat war sakramant ar briedelezh, evel ma lavarer e yezh beleien. Amen.

Ken ac’han d’an deiz war-lerc’h. Setu petra ha penaos : ur c’harrad ”toulloù-riñset” oc’h arruoud war al leurgêr, a chom a-sav, bamet, gwalc’het gant kement a vraventez : an iliz-parrez, he c’hloc’hdi, he chapel an eskern…
Hañvourien o sell neñvel…
Ar blenier, red oa gweled pe dridal a rae e galon, laouen o taoler troad en ur vro dianav. Ha padal, eus start e droad ha lemm e lagad en em gavas-eñ kerkent lipous e bao ha dic’hwilhez e brezeg, ar beuzel o c’hronnañ e solenn beteg e
ufern.
Hag eñ mont da sevel klemm gant e vallozh en ti-kêr. Ar maer, hegarad ha beg-mel :
Vous pensez bien…Nous y remédierons…Dans l’intérêt de tous…

Antronoz vintin e yeas an Aotrou Maer hag an Aotrou Person da weled an intañvez penneg, peb hini gant e vezegiezh da ginnig.
– E kement ma ‘z on-me Maer ar gumun-mañ, on deuet da gemenn deoc’h e c’hallfemp roiñ deoc’h ho pañsion-ar-re-gozh, mag e vefec ‘h a-du evid laoskel
ho stal, erfin… ho puoc’h… Komprenit, Mae Louizig …
– Me labouro keit ha ma vin yac’h. Ha me rank labourat evid chom yac’h. Setu ‘pezh ‘m eus da laret.

Mab Sant Per ‘vez a venne dezhan emelloud e aferioù an douar-mañ.
– C’hwi, – a laras Mae Louizig dre he soñj-, n’ho pefe ket daou wenneg toull deus ho skiant-prenet gant ar pilhaouer !
Hag heñ strinket er gaoz penn-kil-ha-troad :
– Perag ne stagit ket dezhi ur mañch dindan he lost, evel-se ‘vefe kuit da zen ebet klask damant d’ho puoc’h … Hag an holl eneoù a vefe akord.
Homañ o tiskisañ leizh he rastell-doull :
Ma gwaz Jañmari, marteze ‘peus bet anavezet anezhan -siwazh dezhan, bremañ eo maro- a zo bet gantañ ur mañch dindan e lost ouzhpenn evid 70 vloaz ‘pad, hag, – bremañ on aet bouzar i gea- mes araog, keid ha m’eo bet e zaoulagad digor gantañ, n’am eus ket bet klevet anezhañ o lared eo bet degouezhet pe c’hoarvezhet gantan. dont a-benn da gac’hat e-barzh !

Deo Gratias !

Yann Guillamot, Koñchennoù, emb. Komz hag arz breizhek, 1976.

Pennad orin / Texte original

Gerioù mod bigouden pe un tammig diaes

Mae Louizig
Skouarn gloc'h, bouzar kloc'h
Kenbarrezianiz
Aeez
Strapenn
Loenez
Trouskennoù
Deved disasunet
Heskenn
Reizhañ he c'hammed
Donemonea
Klaoued
Karget a gefridi
Chigardet
Loñch-plouz
Iche !
Gwenodenn boutin
Broenneg
Garn
Skoaselloù
Paotr-e-gefridi-wenn
Toulloù-riñset
Hañvourien o sell neñvel
Lipous e bav
Dic'hwilez e brezeg
Mezegiezh
Menniñ
Emellout
Gwenneg toull
Skiant-prenet
Mañch
Klask damant


 

 

Troidigezh / Traduction

Tournures bigoudenes ou peu usuelles

Marie-Louise Littéralement : Oreille enmerdée, sourde comme une cloche
De parrez (paroisse) Litt. Co-paroissien
Après-midi ( d'où Kousk-aeez = sieste)
Piquet pour attacher une vache à la pature
Feminin de loen = animal
Croûte
Pis désséché de la vache
Vache tarie
Ajuster son pas
de Dont-mont litt. Venir et aller
Glaoued = bouse séchée pour servir de combustible. 
Chargé de mission 
Agacé
Niche en paille. 
Interjection. Abrévation de I Chesus 
Sentier commun  
De Broenn (jonc) 
contraction  de Karr-hent (chemin à charrette).
Nids de poule. 
litt. Le gars de la mission râtée 
Touriste ( Toulloù Riñset = Trous récurés !) 
Estivants aux yeux vers le ciel. 
Glissant 
Peu amène 
Remède (de Mezeg= médecin). 
Menniñ = désirer 
Emellout = s'occuper de 
Sous percé
expérience
Sac 
Chercher des noises.

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

Koñchennoù e Brezhoneg

Yann Guillamot, Koñchennoù, emb. Komz hag arz breizhek, 1976, 48p. (avec d'autres histoires de Jef Phillipe et de Jorj Belz).
Lenn en linenn war lec'hienn an I.D.B.E.
Yann Guillamot, Straed ar sec'hedeien ha koñchennoù all, Al Liamm, 2017.
Yann Bijer, Koñchennoù ar gouelan masklet, emb Emgleo Breiz, T1. 2004, T.2 2006.
Koulizh Kedez, Koñchennoù mamm-gozh, Hor Yezh, 1990.
Yann ar Floc'h, Koñchennoù eus bro ar Ster-Aon, Le Dault, Kemper, 1952, lenn en linenn war lec'hienn IDBE
Jean-Marie Le Scraigne, Koñchennoù ha hunvreoù, Emgleo Breiz, 2010.

Koñchennoù bilingues
Lanig Rouz
, Koñchennoù, histoires vécues de mon enfance, ed. Arkae, Ergué-Gabéric, Site de l'éditeur

Koñchennoù seulement en français
Durand, Bodéré, Corre, Les konchennou de Fri-furch, chroniques bigoudenes, éd. Le Télégramme.