Le Trésor du breton écrit Teñzor ar brezhoneg skrivet
Ce blog s'inscrit en complément de la Chronique Brezhoneg : trésor du breton écrit publiée dans Ouest-France dimanche. Vous y trouverez les textes intégrals et leurs traductions ainsi que des éléments de bibliographie et des liens internet pour en savoir plus. Amzer ar brezhoneg skrivet a ya eus ar bloaz 800 betek vremañ. Kavout a reoc'h amañ ar pennadoù en o hed hag o zroidigezh ha war an dro un tamm levrlennadurezh hag al liammoù internet da vont pelloc'h ganti ma peus c'hoant.

Kokolodig

Kokolodig

1968 ; ne oa kaoz ganeomp, ni, liseidi, nemet eus an tri M : Marx, Mao, Marcuse. Ha pa oamp  prest da deurel d’ar broenn kement a selle eus ar bed kozh, setu ni troet hor spered a-daol trumm da zeskiñ brezhoneg. « Lambigañ a reomp alkool ur yezh forbannet » a skrive Paol Keineg d’ar mare-se ha kement tra oa gwelet fall ha forbannet  gant an uhelidi a raemp hor mel ganti eveljust , ni, deskarded-dispac’hourien.

Hag an hini zo bet mestr din war ar brezhoneg da zigentañ e oa Visant Seite. Soñjal a ran c’hoazh e-barzh e levrioù : Ar brezoneg dre ar radio ha Deskomp Brezoneg . En em c’houlenn a ran  penaos – pa oamp prest holl da heulhiañ Che Guevara war hent ar brezel kuzh-  hon eus dalc’het da zeskiñ hor yezh gant un hentenn ken dipaseet ha liv ar gristeniezh mod kozh ganti. Met d’ar mare-se kement poz brezhonek paket, oa dezhañ un dasson burzhudus : dont a raen d’ar gêr e-giz sod, o trompilhañ a-bouez-penn ar gerioù nevez em boa desket, dirak daoulagad dispourbellet ma zud ne gomprenent ket anezho petra a lakae o c’hrouadur  da vont breskenn. Ha gwashoc’h oa c’hoazh gant ma eontr kozh a oa c’hwezhet warnañ avel 1936 evit ar wech tout : plantet en doa e- barzh an tan Buhez ar Sent ar familh ! n’eus ket kredet lar din morse en doa graet an taol fallakr-se daoust din bezañ diskrapet forzh pegement er plañch da glask pakañ anezhañ, en aner.

Ha deut oa mare burzhudus ar skol-veur, an nozvezhioù hud a bade betek tarzh an deiz. Kentelioù noz a heulhien neuze gant Skol an Emsav. An hini oa kelenner din a oa  eus Kastellin. Brezhoneg a live uhel gantañ met gwriziennet memestra. Nag un dudi deskiñ hol lennegezh gant levrioù eil derez Per Denez pe hini Frañsez Favro, ar re nemeto oa war ar marc’had d’ar mare-se. Cheñj a rae ur bern eus pennadoù ar frered Seite ha Stephan eveljust ha dizoloiñ a raen bed marzhus va bro taolennet gant skrivagnerien eus ar c’hentañ. Un deiz, pa oan o pourmen e kreiz kêr Roazhon,  e tegouezh ganin gwelet Manifesto ar strollad Komunour troet e brezhoneg. Setu me sabatuet krenn, degouezhet en ur serr-lagad da vil lev eus bed hor Visantig. Soñj am eus e oan e-giz strobinellet gant an doare brezhoneg uhel a zigore prenistri par d’ar yezhoù bras, pell eus brezhoneg tro ar c’hraou a veze klevet du-mañ ha ken pell all eus brezhoneg tro an iliz a gleven gwech ha gwech all e Kerzevod pe e Santez Anna ar Palud. Ha me d’en em lakaat kerkent da droiñ levrig ruz Mao Tse Toung e brezhoneg ! Ha savet tabut gant ma mignoned da c’houzoud ha gwelloc’h e oa troiñ : “ar c’hoñtradiksion diazez” pe “an dislavar fondamañtal” pe “an dislavar diazez” ! Petra vije ket graet evit bezañ “tost eus ar bobl” !

Bloaz war lerc’h dre vezañ aet moarvat, re war ar brezhoneg ha re nebeut war ar gwir, setu me deuet en-dro da Gemper war ar studi istor an taol-mañ. Daremprediñ a raen ar skol-veurig pe ar skolig-meur bet savet evit ober un astenn da hini Vrest. An taol-mañ e oa ar brezhoneg e-barzh ar program setu me diouzhtu da lakaat va anv. Brudet e oa ar c’helenner brezhonek, Loeiz Roparz, dre ar festoù-noz hag ar festoù-deiz eveljust met ivez dre ma oa unan eus an “dreinded” a rene war ar skoliata  brezhonek e Kemper : Per-Jakez Helias paotr skol ar vistri, Herve Danielou paotr ar skol brevez, ha Loeiz paotr ar skol laïk. Dre ma c’hwezhe kreñv atav avelioù dispac’hel 1968 e oa troet ma spered da bellaat eus an dud e plas ha tostaat eus ar re a zifenne ar c’hreñvañ “hor yezh forbannet”. Hag e oa e Kemper ur basionaria anveet an Itron K, noa lakaet an dorn warnon da roiñ kentelioù brezhonek e Ti ar Vro. Setu me lakaet war sichenn ar gelennerien daoust pegen treut oa c’hoazh ma anaoudegezh eus ar yezh, gout a ouien mat em boa ezhomm bras da vezañ kenteliet da vat, ha kentelioù Loeiz a oa ur chañs din.

Dipitet kaer oan bet koulskoude gant va c’hentelioù kentañ : al lodenn vrasañ eus ar re enskrivet e kentañ bloavezh ar skol-veur, ne ouien ger brezhoneg ebet anezho, hag int aze dre ma oa ar c’hiz :  “Pop Plinn” , “Pardon Speied” ha “La Blanche Hermine” o doa dihunet prim ar vretoned yaouank, met deskiñ dañsal ar gavotenn a zo aes, savar brezhoneg, se zo un afer all. Setu ar paour kaezh Loeiz Roparz gant e hanter kant studier a oa oblijet da roiñ foenn da lod, melchon d’ar re all hag un dornad kerc’h gwech ha gwech all d’ar re e-gisdon a oa o c’hortoz kalz muioc’h. Hag aze em eus gwelet pegen fin e oa ar paotr Loeiz. Komprenet en doa e oa ret c’hoari e-giz barzh ar skolioù war ar maez : gober meur a live, lakaat ar re a ouie, da sikour ar re all ha kaout plijadur asamblez dreist holl. Ha petra gwelloc’h eget ar c’han evit  lakaat toud an dud barzh ar jeu. Hag un tamm souezhus oa klevet a-dreñv mogerioù ar skol veur diskanerien ar Serjant Major pa oa ar re all tre kichen o studiañ Nathalie Sarraute pe Alain Robbe-Grillet.  Anat deoc’h ne oa ket memes everiañs gant deskarded ar brezhoneg ha re ar galleg pa sone ar c’hloc’h.

Ar bloavezh-se am-eus bet digantañ ar gentel bouezhusañ eus va buhez brezhoneger. Bez e oamp o studial ur werzenn nevez savet war sujed an adlodennañ, “An tourter” gant Pêr-Mari Mevel. Aet e oa ar gaoz war ar maezioù don. Hag ar paotr Loeiz da c’houlenn ganin, me, ar brezhoneger “desket” penaos e oa laret e-barzh va bro ar pezh veze anvet gantañ kokolodig ? Dre ma chomen mut hag abafet un tammig, e komañs d’ober deomp un displegadenn e brezhoneg, e galleg, eus ar pezh a oa ur c’hraoñ douar ha kenderc’hel gant ul listennad eus ar plantoù boutin a gaver war ar c’hleuzioù. Oa ket fier an tamm ac’hanon me lar deoc’h ! : Penaos, me, mab ur peizant, bevet ganin va yaouankiz war ar maez, na anavezen netra eus ar pezh oa an tostañ diouzhin !  Marteze e oan gouest da roiñ un anv bennak e brezhoneg d’ar mare-se : kaol deol, trichin,brulu met setu toud.  Ha me da glevet ma Loeiz ken aes ha tra dibunañ deomp nouspet anv plantenn hag ar stumm gallek d’o heulh. Ar pep brasañ anezhe n’em boa morse bet klevet kaoz eus va buhez e forzh peseurt yezh e vije. Pebezh mezhikadenn ! O tont maez eus  eus pemzek vloaz skol c’hallek oan ket evit roiñ un anv d’ar pezh oa an tosta din pa oan gouest da zibunañ pet mengleuz staen a oa er C’hamchatka ha pet tonenn riz oa produet en enezenn ar Sri Lanka !

Da heulh ar gentel-se, me dilezel kerkent Marx, Mao, Marcuse e brezhoneg, evit mont da brenañ ul levr gallek diwar-benn ar gwez hag ar plantoù ha daremprediñ stank levraoueg Kemper lec’h meus kavet studiadenn Noel Yezou war plantoù. E-pad bloaz em eus paseet tout va amzer da zaspugn gerioù an natur hag al labour war ar maez digant va zud. Ha ma aour-yeotenn a oa ar c’hokolodig daonet en doa lakaet ac’hanon diaes. Gwir eo ne vez ket kavet anezhañ er geriadurioù : keler pe kraoñ douar vez graet outañ peurliesañ, e galleg conopode hag e latin conopodium majus. Ur sakre taol sklaerijenn en deus roet Loeiz din d’an devezh-se, ha da vare  ma zo nevez vrezhonegerien diouzh an druilh ne vankan ket da gontañ dezhe kentel Loeiz. Rak n’eo ket kaout brezhonegerien warc’hoazh a vo diaes, met brezhonegerien o deus un anaoudegezh don eus o bro nag eo : n’eo ket treuswiskañ buhez divlaz ar c’herioù bras en ur brezhoneg  dibalamour a zo d’ober met sevel diwar gwrizioù kozh ha dibar, kreskoù nevez ha nerzhus.

Miz Genver 2009

Embannet el levr Loeiz Roparz, Paotr ar festoù-noz, Emgleo Breiz 2011, pp66-69

Pennad orin / Texte original

Troidigezh / Traduction

Gouzout Muioc’h / Pour aller plus loin

Ar ger kokolodig
Setu ul lizher diwar zorn Martial Menard bet resevet ganin d'an 18/01/2009


..."anavezout a ran ar ger kokolodig, e Gl. e vez graet conopode (Conopodium majus) eus ar blantenn-se. Anvioù gallek all : noix (noisette, châtaigne) de terre, gernotte, hemañ diwezhañ distaget jeanotte du-mañ. Me a gav din zoken e vez implijet en Erge-Vras gant ar stumm kokologig. Mat e vefe dit gwiriañ. E Treboull e vez distaget kokolorig, e Skaer em eus klevet lavarout kolakoukou. Yeun ar Gow a implije ar ger klogor.
Ar ger arskiantel degemeret e brezhoneg zo keler str. kelerenn f. –où (adstumm : kolor) ; lavaret e vez ivez kraoñ-douar. Soñj am eus en doa lavaret din Fañch Duros e teu ar ger kokolodig eus kaoc’h kollidig « merde d’avorton ». N’ouzon ket pelec’h en deus lennet an dra-se, met n’eo ket dic’hallus ; ne vefen ket souezhet e vije mojennoù o lavarout e veze debret se gant ar c’horriganed. Setu ar pezh a lavar Iwerzhoniz da vihanañ.
Ur gudenn yezh a zo na zeuan ket a-benn da zirouestlañ : penaos e vez lavaret evit unan hepken… Pa’m boa goulennet e Skaer e oa bet lavaret din : « un’ deus outo ! ».

Ne gaver ket kokolodig er geriadurioù war-bouez Favereau a ro stumm Treboull, kavet gantañ moarvat en Hor Yezh 147 p. 45…

Ar blantenn zo anavezet mat-tre du-mañ ivez : debret e veze gant ar vugale pa vezent o vaesa ar saout… Ur seurt kraouenn eo a zeu en douar evel an truf, nemet he deus ur blaz etre an artichaod hag ar c’hraoñ-kelvez."